Emañ 'Strizh-mor Bering etre Kab Dejnev (Siberia, Rusia), hemañ al lec'h reterañ (169°43' W) a zo en Azia, ha Kab Priñs Kembre (Alaska, SUA), hennezh al lec'h kornôkañ (168°05' W) e Norzhamerika. Emañ al lodenn strishañ un tammig er Su da Kelc'h Arktika (65° 40' N) ha war-dro 83 km eo e ledander pa 'z eus un donder etre 30 ha 50 m.

Strizh-mor Bering
strizh-mor
Rann eusMeurvor Habask, Meurvor skornek Arktika Kemmañ
Anvet diwarVitus Bering Kemmañ
StadRusia Kemmañ
E tiriadAlaska Kemmañ
Daveennoù douaroniel66°0′0″N 169°0′0″W Kemmañ
Coordinates of geographic center65°51′41″N 168°53′11″W Kemmañ
Map

Un nor etre Mor an Dchoutchked, ul lodenn eus Meurvor Skornek Arktika, ha Mor Bering, ul lodenn eus ar Meurvor Habask, eo.

Anvet eo bet ar strizh-mor goude Vitus Bering, un ergerzher danat a oa o labouarat evit ar Rusianed pa dreuzas ar ganol-vor e 1728.

E kreiz ar strizh-mor emañ an Inizi Diomed (SUA), ma 'z eus ur gêriadenn gant ur skol vihan.

Kinniget ez eus bet meur a wech sevel ur pont pe un tunel danvor evit kenliammañ Siberia hag Alaska ; koulskoude e oa ur pont-douar naturel e-pad Oadvezh ar Skorn, anavezet evel pont-douar Bering.

E miz Meurzh 2006, ar Breizhveuriad Karl Bushby hag ar reder-bro gall-ha-stadunanat Dimitri Kieffer a dremenas war droad war ar mor skornet oc'h ober 90 km dindan ur pemzektez, met ne voent ket aotreet gant ar warded da vont pelloc'h e Rusia ha lakaet e voent en toull-bac'h evit ur frapadig.

Liammoù diavaez kemmañ