Strollad Broadel Breizh (1931-1944)

Strollad Broadel Breizh, Parti national breton / PNB e galleg, a oa ur strollad politikel broadelour breizhat bet krouet e 1931 hag a badas betek 1944. L'Heure Bretonne e oa kazetenn ar strollad. Roet eo bet lamm d'ar strollad goude Dieubidigezh Bro-C'hall e fin an Eil Brezel-bed, en abeg d'ar c'henlabourerezh gant an Trede Reich.

Strollad Broadel Breizh
strollad politikel
Deiziad krouiñ1931 Kemmañ
PrezidantFrañsez Debauvais Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Ideologiezh politikelbroadelouriezh Breizh Kemmañ
Sez sokialRoazhon Kemmañ
Deiziad divodadur1944 Kemmañ
Dibunadeg Strollad Broadel Breizh e-kerzh lid-koun Sant-Albin-an-Hiliber e 1935

Pouez Strollad Broadel Breizh kemmañ

Pouez politikel Strollad Broadel Breizh hag e wriziennadur er gevredigezh vrezhon a laka an tabut da sevel. Evit lod tud ne oa mann pe dost e bouez, padal e oa e oa ur pouez dreistordinal dezhañ evit lod all.

 
E-barzh L'Heure Bretonne, 25 a viz Ebrel 1942, ar Bagadoù Stourm gant Yann Goulet war an tu dehoù.

Un nebeud sifroù kemmañ

Doare luganioù kemmañ

Traktoù[2] kemmañ

  • Ni Allemands,
Ni Anglais,
Ni Français,
Bretons !
Rien de plus!
  • "Breiz d'ar Vreiziz"

Livadurioù kemmañ

 
Ouest-Eclair, 26 a viz Mae 1938, Armand Couère, Jean Gervais, Casteret, hag Ange Péresse kaset e toull-bac'h Roazhon evit livadurioù an SBD e Katellin ha Karaez

Ingal e oa livet mogerioù Roazhon ha kêrioù bras Breizh gant izili an SBD.

Un nebeud fedoù kemmañ

 
Prezegenn gant Yann-Vari Kerwerc'hez, e L'Heure Bretonne (Niv. 177, 12/12/1943)
  • Kevar e oa kevrenn ekonomikel Strollad Broadel Breizh, Yann-Vari Kerwerc'hez en he fenn. Kevar en doa ur burev e Pariz, lec'hiet 63 straed Vaugirard. Aozet e oa prezegennoù evel hini ar sal La Mutualité e Pariz.
  • A-raok an Eil Brezel-bed e oa dija liammoù etre Strollad Broadel Breizh hag an Alamanted. Ma vefe bet dister pouez ar strollad ne vefe ket bet merzet, na kemeret e kont e steuñv an Europa nevez.

Izili anavezet eus Strollad Broadel Breizh kemmañ

Bagadoù Stourm kemmañ

Ar Bagadoù Stourm a oa strollad emzifenn Strollad Broadel Breizh, Yann Goulet er penn anezhañ. Lod anezho evel Ange Péresse a guitaas anezhañ en ur heuliañ Célestin Lainé ha Marsel Guieysse war-du ar strollad stourm Bezen Perrot, ur strollad tud armet hag emezelet e servij an Trede Reich. Lod all avat a yeas war-du ar Rezistañs (strollad Liberté eus Sant-Nazer).

Embannadurioù Strollad Broadel Breizh kemmañ

 
Ar gazetenn L'Heure Bretonne, niverenn an 8 a viz Eost 1942, o lidañ Tarzhadenn ar 7 a viz Eost 1932

L'Heure Bretonne e oa kazetenn Strollad Broadel Breizh, adal miz Even 1940 betek miz Even 1944, da lavaret eo da vare dalc'hidigezh Breizh gant an Alamanted.

Levrlennadur kemmañ

  • Georges Cadiou, L'hermine et la croix gammée : Le mouvement breton et la collaboration, Embannadur Apogée nevesaet 5 a viz Gwengolo 2006 (ISBN 2-914353-06-5)
  • Henri Freville, Archives Secrètes de Bretagne 1940-1944, embannadur Ouest France, dastumadenn Histoire, 8 a viz Ebrel 2008 (ISBN 2737344530)
  • Philippe Aziz, Histoire secrète de la gestapo française en Bretagne, 2 levrenn, Geneva, Embannadur Famot, 1975.
  • Kristian Hamon, Les nationalistes Bretons sous l’occupation, Fouenant, Yoran Embanner, 2004, (ISBN 2-9521446-1-3)
  • Alain Déniel, Le mouvement breton 1919-1945, François Maspéro, 1976.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. (fr) Lionel Henry, Dictionnaire biographique du mouvement breton, Yorann embanner, miz Du 2013, ISBN 978-2-916579-59-7, p. 80
  2. Traktoù bet embannet e penn-kentañ an Eil Brezel-bed