Strollad Komunour Benin

Strollad Komunour Benin (SKB) (e galleg: Parti Communiste du Bénin: PCB) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour bet krouet e Benin e 1977 gant Unvaniezh Komunourion Dahomey.

Arouezenn Strollad Komunour Benin

Pascal Fantodji eo Kentañ-Sekretour ar Strollad, embannet gantañ ar gelaouenn La Flamme.

Ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Unaniezh & Stourm).

Anvet e oa bet ar Strollad da gentañ Parti Communiste du Dahomey ("Strollad Komunour Dahomey") evel ur strollad er-maez eus al lezenn a stourme dre guzh a-enep da renad Kerekou. Dont a reas da vezañ ur Strollad lezennel d'an 17 a viz Gwengolo 1993.

E dilennadegoù Parlamant Benin bet dalc'het e 1995 ec'h eas gant SKB un dileuriad. Hag en dilennadegoù evit Prezidant ar vro e 1996 e tapas Pascal Fantodji 17.977 mouezh (1,08%).

E 1998 da heul kudennoù ideologel diabarzh e oa bet skarzhet diouzh ar Strollad Magloire Yansunnu krouet gantañ bloaz war-lerc'h Strollad Komunour Marksour-Leninour Benin.


Liammoù diavaez kemmañ