Strollad Komunour al Labourerion (Danmark)

Strollad Komunour al Labourerion (e daneg: Arbejderpartiet Kommunisterne: APK) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour krouet e Danmark e 2000.

Diorroet e oa diwar ar raktres enep-adwelour Aozadur evit Sevel ar Strollad Komunour - Miz Here, bet savet d'e dro diwar Strollad Komunour Danmark (Marksour-Leninour) (DKP/ML) e 1997.

Sevel a ra a-du gant linenn bolitikel Enver Hoxha ha Strollad Labour Albania hag ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Unaniezh & Stourm).

Embannet e vez bep div sizhun gant ar Strollad kelaouenn ar C'huzul-Greiz Kommunistisk Politik ("Politikerezh Komunour") hag ar gelaouenn deorikel Orientering ("Stur"), e daneg o-div, ouzhpenn ar gelaouenn etrebroadel e saozneg Kommunistisk Politik International ("Politikerezh Komunour Etrebroadel").

Kevredad Yaouankizoù Komunour Danmark (Danmarks Kommunistiske Ungdomsforbund: DKU) eo anv kevrenn yaouankizoù ar Strollad. .

Liammoù diavaez: kemmañ