Strollad Labourerion Tunizia

Fulenn (e galleg: ''Parti des travailleurs; en arabeg: حزب العمال Hizb al-'Ummal) a 'zo anv ur strollad komunour marksour-leninour bet krouet en Tunizia e 1986.

Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Enver Hoxha ha Strollad Labour Albania hag ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Unaniezh & Stourm).

Ur strollad er-maez eus al lezenn eo e Tunizia.

Embannet e vez gant ar Strollad ar gelaouenn البديل (Al Badil; "An Erlec'hier").

Unvaniezh Yaouankizoù Komunour Tunizia" eo anv kevrenn yaouankizoù ar Strollad.


Liammoù diavaez: kemmañ