Subhash Chandra Bose

Subhash Chandra Bose pe Subhas Chandra Bose ( সুভাষচন্দ্র বসু e banglaeg, ସୁଭାଷ ଚନ୍ଦ୍ର ବୋଷ en oriyeg) a oa un emsaver hag ur politikour eus India. Ganet e voe d’an 23 a viz Genver 1897 en Orissa ha mervel a reas moarvat d’an 18 a viz Eost 1945 e Taiwan, daoust ma n’eur ket sur tamm ebet. Lesanvet e oa Netaji gant an dud (al "Levier doujet").

Subhash Chandra Bose
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRaj breizhveuriat Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denসুভাষচন্দ্র বসু Kemmañ
Anv-bihanSubhash Kemmañ
Anv-familhBose Kemmañ
Deiziad ganedigezh23 Gen 1897 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCuttack Kemmañ
Deiziad ar marv18 Eos 1945 Kemmañ
Lec'h ar marvTaihoku Kemmañ
Abeg ar marvburn Kemmañ
TadJanakinath Bose Kemmañ
MammPrabhabati Bose Kemmañ
Breur pe c'hoarSarat Chandra Bose, Sunil Chandra Bose Kemmañ
PriedEmilie Schenkl Kemmañ
BugelAnita Bose Pfaff Kemmañ
KarSisir Kumar Bose Kemmañ
Yezh vammbanglaeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivethindeg, banglaeg, saozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridbanglaeg, saozneg Kemmañ
Micherpolitiker, reveulzier, skrivagner, freedom fighter Kemmañ
ImplijerIndian Civil Service Kemmañ
KargPresident of the Indian National Congress, Mayor of Kolkata, commander-in-chief Kemmañ
Lec'h annezNetaji Bhawan Kemmañ
Strollad politikelIndian National Congress, All India Forward Bloc Kemmañ
RelijionHindouegezh Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Korf an armeIndian National Army Kemmañ
Oberenn heverkThe Indian Struggle Kemmañ
LuskadIndian independence movement Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://netaji.org/ Kemmañ
Subhash Chandra Bose
Bose gant Gandhi e 1938

E 1938 hag e 1939 e voe prezidant ar strollad politikel Indian National Congress (Kendalc’h Broadel India), met rankout a reas reiñ e zilez abalamour ne oa ket a-du gant Mohandas Gandhi. Evitañ ne oa ket a-walc’h doareoù difeuls Gandhi ha ne c’halled skarzhañ ar Saozon eus India nemet gant armoù. Sevel a reas ur strollad politikel all anvet All India Forward Bloc hag a c’houlenne dieubidigezh India diouzh yev Breizh-Veur. Unnek gwech e voe toullbac’het gant ar Saozon.

Pa grogas an Eil Brezel-bed e soñjas Bose e c’hallfe bezañ aze un doare da c’hounit frankiz India buanoc’h. Kuitaat a reas India da vont d’an Unvaniezh Soviedel, da Alamagn, da Japan da c’houlenn sikour ar broioù-se evit tagañ nerzhioù Breizh-Veur en India. Gant skoazell an Trede Reich e savo an SS Freies Indien Legion, un unvez Waffen-SS a orin indian. Gant skoazell Japan e voe krouet Arme Vroadel India (Azad Hind Fauj), a vode danvez-soudarded eus India hag Indianed eus trevadennoù saoz evel Malezia. Bose a voe anvet da Netaji (rener) Arme Vroadel India, en em gannas a-enep an arme saoz e Birmania hag e biz India dreist-holl. Lakaet e voe Bose ivez e penn Gouarnamant da c’hortoz Azad Hind, diazezet en Inizi Andaman ha Nikobar pa oa bet aloubet an enezeg-se gant arme Japan e 1942.

Abalamour d’e vennozhioù politikel ha d’al liammoù en doa skoulmet gant an Nazied ha gant broioù all a oa oc’h ober brezel da Vreizh-Veur, ez eus bet kalz a dabut diwar e benn e-touez an istorourien hag ar bolitikourien. Lod, e Breizh-Veur dreist-holl, a rae ur faskour anezhañ. En India avat ez eus kalz tud a soñj n’en deus graet nemet mont da-heul dibaboù diazezet war ar « realpolitik ». Hiziv an deiz eo bet roet e anv da aerborzh etrebroadel Kolkata.

Fellout a rae da Subhash Chandra Bose e teufe India da vezañ dizalc’h ar c’hentañ ar gwellañ, tra ma oa prest strollad ar C’hendalc’h da vont a-bazennoù, gant ur statud emrenerezh da gentañ. Lod eus politikourien yaouank ar C’hendalc’h, evel Jawaharlal Nehru, a oa prest da heuliañ Bose avat, ha setu perak e voe degemeret « Purna Swaraj » (dizalc’hiezh penn-da-benn) da c’her-stur gant ar C’hendalc’h e 1929.

Hervez kont e varvas Netaji Subhash Chandra Bose en ur gwallzarvoud karr-nij d’an 18 a viz Eost 1945, e Taiwan. N’eus bet kavet prouenn ebet avat e oa marvet er gwallzarvoud-se.

Savet e voe ur bodad ofisiel e 1999 evit enklask penaos e oa marvet, ganto e oa bet embannet e 2005, ne oa elfenn ebet evit prouiñ e vije marvet Bose er gwallzarvoud se, ha neuze e vije gwirheñvel e vije tec'het kuit da Rusia. Ne voe ket asanted gant gouarnamant India degemer disoc’h an enklask avat[1]. Lod a lavar e varvas bloavezhioù diwezhatoc’h, prizoniad e Siberia. Lod all ivez a gont e vevas en India betek 1985, o ren ur vuhez manac'h[2],[3],[4]. Kevrinus e chom.

Subhas Chandra Bose gant Heinrich Himmler e 1941

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ