Suite: Judy Blue Eyes

Suite: Judy Blue Eyes zo ur ganaouenn saoznek gant ar strollad sonerien rock Crosby, Stills & Nash (CSN)[1], savet gant an arzour stadunanat Stephen Stills d'ar mare ma oa o tispartiañ diouzh ar ganerez-sonaozerez stadunanat Judy Collins a oa o vevañ ganti abaoe 1967.

Pedet e oa bet ar soner taboulin stadunanat Dallas Taylor da c'hoari gant ar strollad.

7:22 he fadelezh ez eo kentañ kanaouenn eus Crosby, Stills & Nash, kentañ albom ar strollad deuet er-maez d'an 29 a viz Mae 1969, a-raok Marrakech Express. Ur bladenn — Suite: Judy Blue Eyes war an tu A, Long Time Gone war an tu B — a oa deuet er-maez e miz Gwengolo 1969 ivez.

C'hoari a ra titl ar ganaouenn gant an daou c'her saoznek "suite" ha "sweet" :

  • un heuliad eo da vat dre ma voe savet Suite: Judy Blue Eyes gant Stephen Stills diwar donioù chomet a-gostez, ar pezh a ra d'ar ganaouenn diskouez peder rann disheñvel an eil diouzh eben (evel ur seurt serr-lagad e krog an albom 4 Way Street gant lost Suite: Judy Blue Eyes),
  • dous eo Judy Collins, daoulagad c'hlas lemm dezhi, ouzh kalon Stills c'hoazh, evit d'an traoù o trenkañ kenetreze tamm-ha-tamm. N'hell ket bezañ sklaeroc'h pa lenner ar pozioù kentañ :
It's getting to the point
Where I'm no fun anymore
I am sorry.

Kanet eo bet da-geñver tost pep sonadeg bet kemeret perzh ennañ gant CSN, e Woodstock Music & Art Fair (15-18 a viz Eost 1969) peurgetket.

Ar gerioù kemmañ

Liamm diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Ne oa ket Neil Young perzh eus ar strollad c'hoazh.