Svalbard a zo un enezeg e Meurvor Arktika, er c'hornog da Douar Franz-Josef, en norzh da Europa, hanter-hent etre Norvegia ha Penn-ahel an Norzh. Emañ an inizi-se etre 74º ha 81º ledred norzh hag etre 10º ha 32° hedred reter. Stag eo an enezeg ouzh Rouantelezh Norvegia. Teir enezenn a zo tud o chom warno : Spitsbergen, an hini vrasañ, Bjørnøya ha Hopen. Longyearbyen eo ar gêr vrasañ hag ar gêr-benn. Gant Emglev Svalbard, sinet e 1920, e voe anavezet riegezh Norvegia war an enezeg, ha dont a reas en he c'herzh e 1925, met bez' ez eo c'hoazh unan eus ar pevar ziriad er bed a zo anavezet o statud arbennik gant emglevioù etrebroadel. Gwechall e veze anvet an holl enezeg Spitsbergen (Spitzberg e galleg) diwar anv an enezenn vrasañ. Spitsbergen a zo evit "menez pikerniet".

Svalbard
Enezeg, integral overseas territory, rann velestradurel a live kentañ
Anv annezidisvalbardianer, svalbardianar Kemmañ
Yezh ofisielnorvegeg Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadNorvegia Kemmañ
Kêr-bennLongyearbyen Kemmañ
E tiriadNorvegia Kemmañ
Gwerzhid-eurCentral European Time Kemmañ
War riblMor Norvegia Kemmañ
Lec'hiadurMeurvor skornek Arktika Kemmañ
Daveennoù douaroniel78°9′25″N 15°51′51″E Kemmañ
Poent uhelañNewtontoppen Kemmañ
Renad politikelparliamentary system Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantGovernor of Svalbard Kemmañ
Penn an aotrouniezhKjerstin Askholt Kemmañ
MoneizNorwegian krone Kemmañ
Statud gladelTentative World Heritage Site Kemmañ
Douaroniezh an danvezgeography of Svalbard Kemmañ
Istorhistory of Svalbard Kemmañ
Rummad tostCategory:Svalbard-related lists Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of Svalbard Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Svalbard Kemmañ
Map

Istor kemmañ

Marteze e oa bet kavet inizi Svalbard gant ar Vikinged en XIIvet kantved pa'z eus anv eus Svalbard (= riblenn yen) er sagaoù hennorvegeg, met lod a soñj e c'hell bezañ ur riblenn yen all, evel enez Jan Mayen pe ar Greunland.
En ur doare suroc'h e c'heller tennañ kont eus ar gavadenn graet gant an ergerzher izelvroat Willem Barents e 1596. Er XVIIvet hag en XVIIIvet kantved e voe korvoet Enez Spitsbergen evel un annez etrebroadel evit ar balmumeta ken ez eas da get balum ar Greunland. Gant listri Izelvroiz, an Daned, Breizhveuriz, ar C'hallaoued ha Norvegiz e voe chaseet ar balumed ha 60 000 anezho gant Izelvroiz hepken.
E bae Madalen (Magdalenefjorden), ul lec'h brav-eston e Norzh Enez Spitsbergen, e kaver un toullad bezioù chaseourien balumed hag ur monumant bihan e koun Euskariz marvet eno. Anv Santez Madalen a vefe bet roet d'ar fjord en o enor.

Ul lec'h evit mont da ergerzhout Arktika eo bet ivez p'emañ e kreiz Meurvor Arktika.
E 1839 un ergerzhadeg skiantel gall renet gant Joseph Paul Gaimard (1796-1858) a yeas betek ar Svalbard war ar gorvetenn La Recherche. War vourzh al lestr e oa al livour François Auguste Biard (1798-1882) ha danvez e wreg, ar skrivagnerez Léonie Thévenot d'Aunet. Livet ez eus bet un toullad taolennoù diwar-benn ar Svalbard ha Bro ar Samied gant François Auguste Biard. Enbannet eo bet danevell veaj Léonie D'Aunet, Voyage d'une femme au Spitzberg, e ti Hachette e 1855. Roet eo bet anv La Recherche d'ur fjord war enezenn Spitsbergen (Recherchefjorden war Wedel Jarlsberg Land). Kalz ergerzherion a loc'has eus Ny-Ålesund e deroù an XXvet kantved (Roald Amundsen, Umberto Nobile, Lincoln Ellsworth, an amiral Byrd war-du pennahel an Norzh pe pelloc'h. E 1926 e kuitaas aerlestr Amundsen ha Nobile, an Norge, Ny Ålesund evit tizhout an Alaska. Daou vloaz war-lerc'h e klaskas Nobile ober memes beaj gant an Italia. Kollet e voe. Amundsen hag e skipailh a varvas o vont d'e glask. Nobile a voe adkavet goude...

E deroù an XXvet kantved e krogas embregerezhioù eus meur a vro da gleuziañ mengleuzioù glaou. Gant ar "Feur-emglev o tennañ da Spitsbergen" sinet e 1920 e voe anavezet riegezh Norvegia, met gant gwirioù bevennet. Chom a rae pep a stal gorvoiñ evel m'emaint (mengleuzioù glaou peurvuiañ) ha ne oa ket aotreet da Norvegia da staliañ he lu.
Krediñ a ra da lod istorourien eo bet roet Svalbard da Norvegia evit he zrugarekaat p'he doa stourmet taer war vor a-enep d'an Alamaned e-doug ar Brezel-bed kentañ ha kollet un toullad bras a dud ha listri ganti.
Hiziv ne chom nemet mengleuzioù glaou norvegat ha rusian. E 2008 eo bet krouet ur gwarez danzouar evit hadoù ar bed.

Douaroniezh kemmañ

13% a lec'hioù goloet a van, 27% a reier moal, 60% a skornegi a d'ober ar Svalbard. An hin a zo pennahelel rust, hini un dezerzh yen. Etre 200 ha 300 mm glav ar bloaz. Gwrez keitat : etre -4°C ha 6°C e miz Gouhere ; -16°C betek -30°C e miz Genver. Newtontoppen (1 713 m) eo al lec'h uhelañ.

Evned a gaver kalzik (ouzhpenn 160 spesad). Chom a ra un nebeud balumed. Reuniged a zo niverus keñveriet gant ar c'holeoù-mor bet chaseet kalz d'ur mare zo bet (etre 500 ha 2 000). Ouzhpenn ar arzhed gwenn, loen arouezel ar Svalbard, e kaver lern arktek ha kirvi-erc'h (war dro 10 000).

Estreget Longyearbyen ez eus tri lec'h war Enez Spitsbergen ma kaver tud a-hed ar bloaz : Barentsburg, 400 annezad, ur vengleuz glaou perc'hennet gant Rusianed; Pyramiden, gant un nebeud Rusianed (un eizh bennak); ha Ny-Ålesund, gant 130 skiantour a 15 bro e-kerzh an hañv ha 30 a-hed ar bloaz. Krouet eo bet ar gêriadenn e 1916 gant Kings Bay Kull Compani. Betek 1963 e oa ur vengleuz glaou eno. Serret voe da-heul un toullad tarzhadennoù a lazhas mengleuzerien. Bremañ ez eo ur greizenn skiantel etrebroadel. Bez' e vefe ar gêriadenn dostañ ouzh penn-ahel an Norzh (79°N) gant annezidi a-hed ar bloaz.

Ma kendalc'h ar vorskorneg da gilañ, ma c'hell al listri bras tremen hañv-c'hoañv dre an Norzh evit tizhout ar Meurvor Habask, ma teu aesoc'h mont da glask ar petrol hag ar gaz a zo dindan ar mor tro-dro da Svalbard, e cheñcho mik pouez ekonomikel an enezeg hag he dremm.

 
Kêr Longyearbyen
 
Tiriadoù tramor Norvegia
 
Enez Bouvet · Jan Mayen · Douar ar Rouanez Maud  · Enez Pêr Iañ · Svalbard