Sverigedemokraterna
Sverigedemokraterna (Demokrated Sveden), berraet en SD, zo ur strollad politikel broadelour ha poblelour eus Sveden. E 1988 e voe savet ar strollad eus an tu dehoù pellañ a embann bezañ mirour sokial gant un diazez broadelour. Eus un tu ez eo mirour, eus an tu all eo enebet krenn ouzh an enbroidi. Ar strollad a zo brudet evit e selloù enep enbroidi nemetken. Jimmie Åkesson eo penn ar strollad abaoe 2005.