Sybil Ludington ganet d'ar 5 a viz Ebrel 1761 hag aet da anaon d'ar 26 a viz C'hwevrer 1839, merc'h d'ar c'horonal Henry Ludington, a oa un harozez stadunanat eus Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet.

Sybil Ludington
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanSybil Kemmañ
Anv-familhLudington Kemmañ
Deiziad ganedigezh5 Ebr 1761 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKent Kemmañ
Deiziad ar marv26 C'hwe 1839 Kemmañ
Lec'h ar marvCatskill Kemmañ
Breur pe c'hoarLewis Ludington Kemmañ
Micherreveulzier Kemmañ
Delenn Sybil Ludington e Carmel, New York gant Anna Hyatt Huntington.
Timbr-post bloavezh 1975 o taolenniñ Sybil Ludington

Brudet eo evit he marc'hekadenn noz d'ar 26 a viz Ebrel 1777 evit lakaat da ziwall nerzhioù an trevadennoù amerikan eus donedigezh al lu Saoz. He zaol-kaer a zo damheñvel ouzh re Jack Jouett pe Paul Revere met hi ne oa nemet 16 vloaz.

Marc'hekadenn Sybil Ludington kemmañ

Paul Revere a zo an dudenn anavezetañ evit ar varc'hekadennoù noz damm zisoñjet eo bet hini Sybil Ludington gant he varc'h Star.

D'ar 26 a viz Ebrel 1777 e redas 64 kilometrad en noz evit lakaat da ziwall nerzhioù an trevadennoù amerikan eus donedigezh al lu Saoz.

 
Delwenn enoriñ Sybil Ludington en Offner museum

Marc'hekadenn Sybil Ludington a oa bet div wech hiroc'h 'vit hini Paul Revere dre ma ne oa nemet 16 vloaz.

Trugarekaet e oa bet gant ar jeneral George Washington

Goude ar brezel kemmañ

Goude ar brezel e 1784, pa oa 23 vloaz, Sybil Ludington a zimezas gant Edmond Ogden, gantañ he devoa bet ur mab anvet Henry.