Sylvanus Olympio (6 a viz Gwengolo 1902 - 13 a viz Genver 1963) a oa ur politikour ha prezidant kentañ Togo. Ar c'hentañ eus ar brezidanted afrikan drouklazhet gant sistem ar Françafrique e oa[1].

Sylvanus Olympio e 1961

Ganet e voe Sylvanus Épiphanio Olympio e Kpando, e lodenn alaman Togo hag a zo e Ghana bremañ. Genedik e oa eus ur familh kenwerzherien binvidik. Studiañ a reas er c'hentañ derez er Gefrifi gatolik alaman hag er skol drevadennel gall, hag en eil derez en ur skol saoznek e Kpando (hag a oa deuet da vezañ an Togo vreizhveurat goude ar Brezel-bed kentañ). Kuitaat a reas Afrika e 1920 evit mont da Londrez lec'h ma tremenas al London Matriculation (kevatal d'ar vachelouriezh) hag e 1926 e voe diplomet en armerzh er London School of Economics hollvrudet. Kenderc'hel a reas goude gant studioù gwir etrebroadel e Dijon e Bro-C'hall hag e Vienna en Aostria. Distreiñ a reas da Afrika ha labourat a reas adalek 1932 evel pennrener an United Africa Company (UAC), un iskevredad eus stroll Unilever en takad gallek.

E 1956 e reas daou dra ar galloud gall e Togo : envel a reas Nicolas Grunitzky da gentañ ministr Togo, ha tennañ a reas e wirioù keodedel da Sylvanus Olympio. D'ar c'houlz-se e oa Togo un tiriad e dalc'h ar Broadoù Unanet ha fiziet e velestradurezh da Vro-C'hall. E 1958 en em gavas Olympio Kentañ Ministr goude ma voe aozet dilennadegoù evit nevesaat Bodadenn Togo. C'hoantoù Olympio a oa mont war-zu an dizalc'hiezh ha derc'hel darempredoù mat gant Bro-C'hall evit bezañ skoazellet a-enep mennozhioù Kwame Nkrumah, prezidant Ghana, hag a oa e soñj stagañ Togo ouzh e vro evit adunaniñ ar bobl Ewe. Goude dizalc'hiezh Togo e voe Prezidant kentañ ar Stad nevez adalek an 9 a viz Ebrel 1961: trec'h e voe war Nicolas Grunitzky en dilennadeg. E-touez prezidanted Stadoù nevez dizalc'h Afrika bet trevadennet gant Bro-C'hall e oa Sylvanus Olympio ur politikour dibar dre na oa na gallgar evel Félix Houphouët-Boigny na gallgas evel Ahmed Sékou Touré.

D'an 13 a viz Genver 1963 e voe lazhet gant ur strollad soudarded e-kerzh un taol-Stad. Emmanuel Bodjollé hag a oa e penn ar strollad-se a voe e penn Togo e-pad daou zevezh a-raok leuskel plas da Nicolas Grunitzky. Luziet e chom marv Olympio : lazhet e vije bet dirak kannati ar Stadoù-Unanet gant Emmanuel Bodjollé pe gant Gnassingbé Eyadéma (hemañ a embannas bout al lazher araok lavarout ar c'hontrol). E 1967 e voe kemeret ar galloud gant Gnassingbé Eyadéma dre un taol-stad a-enep da Nicolas Grunitzky. Gouel broadel Togo eo an 13 a viz Genver.

Daveennoù kemmañ

  • La CEE ou la France, l’impossible choix de Sylvanus Olympio, président du Togo, gant Guia Migani, er gelaouenn Matériaux pour l'histoire de notre temps, 2005;
  • Calendrier des crimes de la France outre-mer, pajennoù 20 ha 21, gant Jacques Morel, Emnbannadurioù L'Esprit frappeur, Pariz, 2001.

Daveoù ha notennoù kemmañ

  1. "Sylvanus Olympio", abadenn skingomz "Rendez-vous avec X", France Inter, 27 a viz Here 2001.