Télévision française 1, brudetoc'h dre ar berradur TF1, eo ar c'hentañ ha koshañ chadenn eus ar skinwel hollek c'hall. Krouet eo bet d'ar 6 a viz Genver 1975 evit kemer plas kentañ chadenn an ORTF a oa bet lamet just a-raok. Da gentañ e oa ur chadenn foran, prevez e teuas da vezañ d'ar 16 a viz Ebrel 1987. Hiziv-an-deiz ez eo ul lodenn eus ar Strollad TF1, perc'hennet evit darn gant ar strollad greantel Bouygues.

TF1
television channel
Deiziad krouiñ7 Eos 1974 Kemmañ
PrezidantNonce Paolini Kemmañ
Testenn ar ger-sturLet's share positive waves. Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°50′2″N 2°15′38″E Kemmañ
Ezel eusEuropean Broadcasting Union Kemmañ
Furm lezennpublic limited company with a board of directors (n.o.s.) Kemmañ
Perc'hennet gantTF1 Group Kemmañ
Sez sokialBoulogne-Billancourt Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvgalleg Kemmañ
Yezh implijetgalleg Kemmañ
Prizioù resevetEuropean Film Award Special Mention Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.tf1.fr/ Kemmañ
Streaming media URLhttps://www.tf1.fr/tf1/direct Kemmañ
Channel number1 Kemmañ
Map
TF1 logo 2013

TF1 eo ar c'hentañ chadenn eus Bro-C'hall hag Europa a-fed niver a arvesterien. En desped da se ez eo bet rannet dre zaou an niver anezho e-doug 40 vloaz, dreist-holl gant an niver a chadennoù nevez krouet. Abaoe ma'z eo prevez, ar chadenn a zo bet taget alies, ken a-fed ar pezh a vez kinniget ganti, ken evit an doare ma vez kinniget ar c'heleier, gant ur sell frankizour a-zehoù.

TF1 a vez skignet war an TNT, dre loarell, dre fun, skinwel IP pe Web. Ar chadenn a c'haller arvestiñ e broioù estren.