Tabaré Ramón Vázquez Rosas (ganet d'ar 17 a viz Genver 1940 e Montevideo - 6 a viz Kerzu 2020) zo ur politikour eus Uruguay. Medisin eus e vicher e oa kent bezañ maer Montevideo hag e penn ar gostezenn Frente Amplio ("Talbenn ledan", un unvaniezh strolladoù eus an tu-kleiz) eus 1996 betek 2005. Prezidant Uruguay e voe etre ar 1añ a viz Meurzh 2005 hag ar 1añ a viz Meurzh 2010.

Tabaré Vázquez e 2007

Ar c'hentañ prezidant eus an tu-kleiz dilennet en Uruguay e voe. An hini kentañ e voe ivez ha ne oa ket en eil pe eben eus an div gostezenn vras eus an tu-dehoù, ar strollad "Colorado" pe ar strollad "Blanco".

En diskar-amzer 2014 e voe dilennet en-dro, en anv ar Frente Amplio adarre. En eil tro, d'an 30 a viz Du, e tapas 56,6 % eus ar mouezhioù.