Tagadenn dibunadeg vilourel Ahwaz

Tagadenn dibunadeg vilourel Ahwaz zo ur gwalldaol a oa bet d'an 22 a viz Gwengolo 2018 en Ahwaz, en Iran. E-pad un dibunadeg soudarded evit lidañ ar brezel Iran-Irak, pevar sponter gwisket gant dilhad soudard o deus lazhet 25 den. E-touez ar re lazhet e kaver Gwarded ar Reveulzi Islamek met ivez trevourien a oa oc'h arvestiñ an dibunadeg.

An dagadenn
Tagadenn dibunadeg vilourel Ahwaz
terrorist attack
StadIran Kemmañ
E tiriadAhvaz Kemmañ
Gwerzhid-eurIran Standard Time Zone Kemmañ
Lec'hAhvaz Kemmañ
Daveennoù douaroniel31°20′8″N 48°38′38″E Kemmañ
Deiziad21 Gwe 2018 Kemmañ
Map

Ar gwalldaol gwadusañ e voe en istor ar vro abaoe gwalldaol emlazh Chabahar e 2010.

Lid koun evit merzherien ar gwalldaol e-pad o obidoù

Ur gemennadenn gant ar Stad Islamek a oa bet embannet met hervez gouarnamant Iran, ar gwalldaol ne oa ket bet graet gant ar strollad-se. Disrannourien arab a vefe a-dreñv hervezo.