Tan-gwall labouradeg Lubrizol e Rouen

Tan-gwall labouradeg Lubrizol e Rouen a c'hoarvezas d'ar Yaou 26 a viz Gwengolo 2019 en ul labouradeg danvezioù kimiek perc'hennet gant ar gompagnunezh Lubrizol, ha renket e-touez al lec'hioù Seveso II, risklus meurbet.

Dre ma kave d'ar sindikadoù e veze kuzhet petra oa er moged e voe divizet manifestiñ d'ar Meurzh 1añ a viz Here 2019 e kêr Rouen[1].

Emeur o klask gouzout ha danvezioù skinoberiant a oa el labouradeg[2].

D'an 29 e oa erru ar goumoulenn en Izelvroioù goude tremen dre Velgia[3].

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ