Tansu Çiller (distaget [ˈtansu tʃiˈlːæɾ] e turkeg ; ganet d'ar 24 Mae 1946 en Istanbul) zo ur skolveuriadez hag ur bolitikerez eus Turkia. Kentañ Ministr Turkia e voe eus 1993 da 1996.

Tansu Çiller e 1994

Goude studioù e Turkia hag e Stadoù Unanet Amerika e teuas da vezañ kelennerez war an ekonomiezh e skol-veur Boğaziçi, en Istanbul.
Anvet e voe da vinistrez an ekonomiezh e gouarnamant ar c'hentañ ministr Süleyman Demirel e 1991. Pa voe dilennet Demirel da brezidant ar Republik, e 1993, ez eas Tansu Çiller e penn ar gostezenn Doğru Yol Partisi hag anvet e voe da gentañ ministr. Goude-se e voe anvet er gouarnamant c'hoazh, evel beskentañ ministr hag evel ministr an Aferioù diavaez, etre 1996 ha 1997.