Tetricus II a oa, gant e dad Tetricus Iañ, impalaer diwezhañ an Impalaeriezh c'halian. Graet e voe Caesar anezhañ gant e dad e 273. E 274 e voe gwelet evel prizoniad e trec'hlid Aurelian. Ouzhpenn-se, ne ouzer hogozik netra diwar e benn. Ar munudoù a roas an Historia Augusta a-zivout e vuhez zo faltazius, kazi-sur.

Antoninianus Tetricus.


En e raok:
Victorinus
Impalaer an Impalaeriezh c'halian
270 pe 271 - 273
gant
Tetricus I
War e lerc'h:
den ebet