The Byrds zo anv ur strollad sonerien stadunanat hag a oa bet krouet e 1964 e Los Angeles. Er penn kentañ e oa bet savet ar strollad The Jet Set gant an tri soner folk Gene Clark, David Crosby ha Jim McGuinn, an holl anezhe levezonet-mat gant tonioù The Beatles ha Bob Dylan d'an ampoent. Degemeret e voe ar soner taboulin Michael Clarke gante e-kreiz 1964 kement hag ar soner mandolinenn Chris Hillman e miz Here. N'eo nemet e dibenn miz Du 1964 ma oa kemmet anv ar strollad e The Byrds da vat.

E-touez ar bern kanaouennoù a oa bet enrollet gant The Byrds n'haller ket tremen hep menegiñ Mr. Tambourine Man (savet gant Bob Dylan) na Turn! Turn! Turn! (savet gant Pete Seeger).

Pennadoù kar kemmañ

Liamm diavaez kemmañ