The Course of Empire (taolennoù)


The Course of Empire zo un heuliad taolennoù livet gant an arzour stadunanat Thomas Cole (1801-1848) etre 1833 ha 1836.
Romantel eo ar sell, liammet gant ar sevenadur pobl stadunanat ha fromoù ar mare-se. Aon a oa da welet ar vro o kouezhañ en e foull. Aliezik hag a-gelc'hiadoù e tistro an dodenn en oberennoù Cole, evel en e heuliad The Voyage of Life.

The Course of Empire
painting series
Deiziad krouiñ1830s Kemmañ
LuskadHudson River School Kemmañ
Daveennoù douaroniel40°46′45″N 73°58′27″W Kemmañ
Perc'hennet gantLuman Reed Kemmañ
Tachennlandscape art Kemmañ
Krouet gantThomas Cole Kemmañ
UrzhierLuman Reed Kemmañ
Niverenn katalog1 (series of five) Kemmañ
DastumadNew-York Historical Society Kemmañ
Map

Mammenn an oberennoù kemmañ

Un awen lennegel zo d'an heuliad taolennoù Course of Empire, pa'z eo diazezet war Childe Harold's Pilgrimage (181218) ar barzh saoz Byron (1788-1824. Cole e-unan en devoa embannet bezañ awenet gant ar gerioù-se :

There is the moral of all human tales;
'Tis but the same rehearsal of the past.
First freedom and then Glory – when that fails,
Wealth, vice, corruption – barbarism at last.
And History, with all her volumes vast,
Hath but one page...

Aze emañ kentel holl gontadennoù mab-den ;
N'eo nemet an hevelep danevell eus an dremened.
Frankiz da gentañ ha Klod da c'houde – pa c'hwit kement-se,
Pinvidigezh, gwallsi, breinadur – barbariezh en diwezh.
Hag an Istor, gant holl e levrioù bras,
N'eus nemet ur bajenn ennañ...

An taolennoù kemmañ

Cole en doa savet an heuliad taolennoù-se gant ur soñj resis da geñver o staliadur. Ar re-se a oa da vezañ staliet e trede leur ti e batron, Luman Reed, e 13 Greenwich Street, New York City[1] Tamm-pe-damm e vefent bet da vezañ diskouezet evel-mañ :[2].

 
The Savage State
 
The Consummation of Empire
 
Destruction
 
The Arcadian or Pastoral State
 
Desolation

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. (en) About the Series: The Course of Empire. Kavet : 03 Meurzh 2017.
  2. (en) Installation Diagram for the Course of Empire. Kavet : 03 Meurzh 2017.