The Court-Martial of Billy Mitchell

The Court-Martial of Billy Mitchell (Lez-brezel Billy Mitchell e brezhoneg) zo ur film saoznek, sevenet gant ar filmaozour stadunanat a orin aostrian Otto Preminger e 1955.

Billy Mitchell (en e sav),
luc'hskeudennet e-pad e brosez.

Pempvet film warn-ugent gant Preminger e oa, deuet e-maez war-lerc'h The Man with the Golden Arm (miz Kerzu 1955) hag a-raok Saint Joan (miz Mae 1957).

Fichenn deknikel kemmañ

An danvez kemmañ

Istor gwirion an nijer-arme stadunanat Billy Mitchell (1879-1936) eo a zo kontet er film ha, dreist-holl, red ar prosez a oa bet dalc'het outañ e 1925 dirak ul lez-brezel e Washington D.C..
Kemeret en devoa perzh er Brezel-bed kentañ e Bro-C'hall ha, diwar ar skiant-prenet tapet gantañ eno, difenn a rae ar savboent ma oa pouezus-kenañ sevel ur gwir aerlu dizalc'h diouzh an US Army hag an US Navy. Hep na fiñvje pennoù-bras al lu stadunanat tamm ebet, daoust d'an danevelloù a gase Mitchell dezhe sof-kont.
Cheñch penn d'e vazh a reas penn-da-benn da-heul un nebeud gwallzarvoudoù c'hoarvezet da levierien, hini an aerlestr-stur USS Shenandoah (ZR-1) en o zouez e miz Gwengolo 1925 : embann a reas e oa divarrek krenn uhelofiserien ar morlu hag an arme-zouar, ar pezh n'halle ket gouzañv Calvin Coolidge (1872-1933), Prezidant Stadoù-Unanet Amerika e karg d'an ampoent.

Un nebeud komedianed kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. E studioioù Warner Bros. Pictures.
  2. Berzh bras a raio-hi diwezhatoc'h gant ar stirad skinwel Bewitched (1964-1972).
  3. Mont a raio da vaer New York adalek 1934 betek 1945.