The Katzenjammer Kids

The Katzenjammer Kids zo bannoù-treset amerikan skrivet gant an Alaman-Amerikan Rudolph Dirks (1877-1968) ha treset gant Harold Hering Knerr (1882-1949) e-pad 37 bloaziad.[1]
D'an 12 a viz Kerzu 1897 e voe embannet an istor kentañ, en American Humorist, stagadenn suliek ar gazetenn New York Journal a oa perc'hennet gant William Randolph Hearst (1863-1951).
Rudolph Dirks e voe ar senarioour kentañ o tiskouez kendivizoù e dudennoù dre lagadennoù.[2]

The Katzenjammer Kids
"The Katzenjammer Kids" e 1901
« Emaomp o c'hoari sirk » — « Te eo ar furlukin, Mammig » (1901)

Goude un arridennad prosezioù a voe etre 1912 ha 1914 e tilezas R. Dirks an New York Journal hag e roas lañs d'ur stirad nevez, Hans und Fritz, a voe anvet The Captain and the Kids diwezhatoc'h. Heñvel e oa an tudennoù ouzh re The Katzenjammer Kids, a voe kendalc'het gant H. H. Knerr en e unan.
Kevezerezh a voe etre an div gentel eus ar bannoù-treset-se betek ma paouezas The Captain and the Kids e 1979 goude ur remzad a 60 bloaziad.

Hiziv an deiz e vez skignet c'hoazh The Katzenjammer Kids gant an aozadur King Features Syndicate : ar stirad bannoù-treset koshañ eo, hag an hini padusañ ivez.[2]

Dindan an talbenn Pim, Pam, Poum e vez embannet e galleg.

Krenngevell kemmañ

Meur a dudenn zo en ur meni tiegezh a zo o chom war Enez Bongo, en Afrika.

  • Ar vamm, a zo tev hag aotrouniek, a ra war-dro an ti hag a fard gwastilli evit he daou vab ; armet gant he rollon e teu a-benn da genurzhiañ an tiad, daoust dezhi bout hegredik ha truchet alies gant an tudennoù all.
Da voereb he bugale, Tante Pim hec'h anv, eo bet lakaet en embannadur gallek.
  • Hans ha Fritz, daou vab gevell ar vamm, eo tudennoù pennañ ar stiriad. Ne soñjont nemet en ober tapoù d'an tudennoù all ; alies e vezont tapet d'o zro, ha tersataet e diwezh pep istor.
Pam ha Poum eo o anvioù en embannadur gallek.
  • Ar C'habiten, a zo tev ha barvek, ne soñj nemet en evañ sistr, kousket ha c'hoari ar c'hartoù.
  • Enseller ar skolioù, a zo mignon d'ar C'habiten hag a-zoare gantañ, en deus ur barv gwenn hir hag un tog foñs hir.
Steredoniour eo en embannadur gallek, ma vez anvet L'Astronome.
  • Miss Twiddle, a zo kelennerez-ti, a glask skoliata Hans, Fritz ha daou vugel all an tiad.
Miss Ross eo hec'h anv en embannadur gallek.
  • Rollo, ur paborig a baotr, a oar c'hoari troioù-kamm ha lezel ar c'hastiz gant Hans ha Fritz.
Adolphe, kenderv Hans ha Fritz, eo en embannadur gallek.
  • Lena, ur plac'h jentil a c'houlenn alies digant Hans ha Fritz he skoazellañ da gaout he dial eus goapadennoù ar C'habiten hag an Enseller.
C'hoar da Rollo / Adolphe eo en embannadur gallek.
  • Ar roue Bongo, a ren war an enez, e plij dezhañ c'hoari hag evañ gant e vignoned ar C'habiten hag an Enseller.
  • Makoko, ur bugel henvroat a zo mibin ha speredek-kenañ, a oar en em zic'hizañ e loen pe blantenn evit ober tapoù da Hans ha Fritz ; alies e tec'h kuit war kein ur c'hwibon rak gouzout a ra yezh al loened.

Istor kemmañ

1897-1914 : an deroù kemmañ

Ur gontadenn skeudennaouet alemanek anvet Max und Moritz – Eine Bubengeschichte in sieben Streichen[3], bet embannet er gelaouenn Fliegende Blätter adal ar 4 a a viz Ebrel 1865 gant Wilhelm Busch, eo andon The Katzenjammer Kids.

Tri faotrig a oa er penn-kentañ, met buan ne chomas nemet an daou vreur gevell Hans ha Fritz, a vez atav o sevel enep o mamm ha, drezi, enep pep beli. Tudennoù pennañ all ar stiriad eo ar C'habiten, anezhañ ur moraer peñseet a dalvez da dad ar vugale, hag an Enseller, unan eus pennadurezhioù ar skol. Bez' emañ ivez ar morlaer John Silver hag e vagad, ha c'hoazh ar roue morian hefil King Bongo a ren war un enez drovanel en Afrika.
Ur pouez-mouezh brizhalamanek zo gant meur a dudenn pa gomzont saozneg.

Bepred e vez ar vugale oc'h ober tapoù d'an oadourion, bepred e vezont hetaet da c'houde, bepred e vezont paket ha bepred e vezont tersataet e dibenn an istor.
Kement ha "leñv ar c'hizhier" e talvez ar ger alamanek Katzenjammer, met "keuzidigezh a-c'houde ur c'hwitadenn" eo e ster boutin ; "poan vlev" eo ar ster all koulz e saozneg hag en alamaneg.

Echu e voe gant Max und Moritz goude o seizhvet tap, pa gendalc'has The Katzenjammer Kids da vont, ha bev int c'hoazh hiziv an deiz.
Meur a dresadenn-vev a voe savet diwar ar bannoù-treset. E 1903 e voe diskouezet ur pezh-c'hoari.

Rudolph Dirks ha Harold H. Knerr kemmañ

Kement a berzh a rae The Katzenjammer Kids ma troas da zaou stiriad kevezer ha da zanvez ur prosez : nac'hañ a reas an New York Journal e paouezje Rudolph Dirks goude pemzek bloavezh labour. Paouez a reas R. Dirks koulskoude, hag e-unan e kendalc'has Harold H. Knerr. Prosez a voe graet gant R. Dirks neuze ; goude bloavezhiadoù e voe aotreet Randolph Hearst da virout ar stiriad, hag aotreet e voe R. Dirks da varilhañ ur stiriad damheñvel e ti Pulitzer.[1] Adal ar varnadenn-se ez emdroas pep stiriad diouzh e du.

Tudennoù nevez a voe e The Katzenjammer Kids er bloavezhioù 1930 dindan pluenn H. H. Knerr : dont a reas ur gelennerez-ti pompadus anvet Miss Twiddle ("an dimezell Frizennek") hag he nizez speredek Lena da chom gant ar vreudeur e 1936 ; diwezatoc'h e teuas Rollo Rhubarb, ur paotrig donezonet dreist a oa bet skoliad d'an dimezell, da chom ivez. Atav e vez Rollo vrasonius o klask bout speredekoc'h eget Hans ha Fritz, met alies e ra tro-wenn hag e c'houzañv diwar e droioù-kamm.

Hans und Fritz e voe anv kentañ ar stiriad "nevez" gant R. Dirks, a zibabas an talbenn The Captain and the Kids adalek 1918. Damheñvel e oa an istorioù ouzh re The Katzenjammer Kids, met poblekoc'h e oa a-fed yezh. Efedusoc'h e chomas tresadennoù ha fent H. H. Knerr.
Daoust da gement-se e teuas The Captain and the Kids da ober kement a verzh ha The Katzenjammer Kids. Kuitaat Pulitzer a reas R. Dirks evelato, ha mont da di United Feature Syndicate.[1]

Tudennoù nevez a voe e The Captain and the Kids ivez : Ginga Dun, a zo un nevidour emvennus a zo speredekoc'h eget forzh piv, hag a gomz e gwerzennoù hepken ; Captain Bloodshot zo ur c'hevezer da John Silver, ar morlaer e The Katzenjammer Kids.

Ar bloavezhioù 1950 kemmañ

Bemdez e voe embannet The Captain and the Kids a-hed ar bloavezhioù 1930 kent bout da Sul hepken e-pad dekvloazhiadoù.
Adalek 1946 e krogas John Dirk, mab da Rudolph, da labourat mui-ouzh-mui war ar stiriad. Tudennoù nevez all a voe kinniget er bloavezhioù 1950.
Petra bennak ma rae e vab an darn vrasañ eus al labour e sinas R. Dirks ar stiriad betek e varv e 1968. Feal e chomas John da zoare tresañ e dad betek diwezh an embann e 1979[4].

Betek e varv e 1949 e voe H. H. Knerr o tresañ The Katzenjammer Kids. Gant Charles H. Winner e voe kendalc'het betek 1956, gant Joe Musial da c'houde. E 1976 e voe tro Mike Senisch betek 1981, ha hini Angelo DeCesare betek 1986. Hy Eisman eo an treser abaoe, ha betek hiziv an deiz.
Tremen 50 kazetenn ha kelaouenn a embann The Katzenjammer Kids er bed a-bezh.

Habaskaet eo bet an darempredoù etre ar C'habiten hag ar baotred e kentelioù nevesañ ar stiriad : gouest int da gendivizout e-lec'h emgannañ bepred. E Polinezia emañ King Bongoo ren bremañ. Kalz istorioù kozh zo bet adimplijet gant Hy Eisman er bloavezhioù diwezhañ.

Tresadennoù-bev kemmañ

Ken abred ha 1898 e voe tresadennoù-bev mut gant tudennoù The Katzenjammer Kids.
The Katzenjammer Kids In School a voe graet evit Biograph Company Herman Casler gant William George Bitzer. E 1900 e voe The Katzenjammer Kids in Love, gant an hevelep re[5].

Etre miz Kerzu 1916 ha miz Eost 1918 e voe graet 37 filmoù mut gant studio William Randolph Hearst's. Paouezet e voe goude-se, dres pa oa berzh bras ganto, en abeg d'ar bommoù alamanek rik goude ar Brezel-bed kentañ. Kemmet e voe talbenn ar bannoù-treset zoken, a voe The Shenanigan Kids, ha pemp film a voe kenderc'het gant an titl-se e 1920. Buan avat e tistroas ar stiriad d'e dalbenn orin.

E 1938 e voe graet filmoù The Captain and the Kids gant ar gompagnunezh Metro-Goldwyn-Mayer. Pa oa Hans ha Fritz pennharozioù ar bannoù-treset ez eo ar C'habiten a rene war ar filmoù, ar pezh na blijas ket d'an arvesterion : bloaz ha 15 film goude e voe paouezet gant ar c'henderc'hañ.

Lodenn 1 Policy and Pie (1918)
Lodenn 2 Policy and Pie (1918)

Skinwel kemmañ

E 1971 e voe blivet The Captain and the Kids evit ar skinwel.

Notennoù kemmañ

  1. 1,0 1,1 ha1,2 Lambiek Comicopedia (en)
  2. 2,0 ha2,1 Time Magazine, 17 Mae 10 (en)
  3. "Un istor paotred e seizh tap"
  4. Tim Eckhorst (2012), Rudolph Dirks – Katzenjammer, Kids & Kauderwelsch, Deich Verlag, ISBN 978-3-942074-05-6, p. 100 (de)
  5. Maurice Horn, Comics and Cinema: The Beginnings (1896-1913), en International Journal of Comic Art, 15/10/2007, p. 60 (en)

Liammoù diavaez kemmañ