The Order of Release

The Order of Release
John Everett Millais, 1852
eoullivadur war lien
102,9 × 73,7 cm
Tate Britain
Londrez
Bro-Saoz

The Order of Release, 1746 (An urzh-dieubiñ) zo ul livadur gant John Everett Millais, lakaet war ziskouez e 1853. Ennañ e weler ur wreg (patromet gant Effie Gray (1828 – 1897), o tont da dennañ he fried (gwisket gant kilt Bro-Skos) eus ar vac'h gant un urzh-dieubiñ emañ o paouez reiñ d'ar bac'her. Gant an daolenn-se e kimiad Millais digant skol ar rakrafaelourien

Diwezhatoc'h e kuitao Effie Gray he fried arzvarnour da vont da vevañ gant al livour, torret e vo hec'h eured, hag addimeziñ a ray gantañ.