The Specials a zo ur strollad sonerezh ska savet e Coventry (Rouantelezh-Unanet) e 1977. Brudet e teujont da vezañ er Rouantelezh-Unanet e dibenn ar bloavezhioù 1970 gant tonioù evel Gangsters, A Message To You Rudie pe Too Much Too Young. Asambles gant strolladoù all evel Madness e lakjont ar sonerezh ska da vezañ diouzh ar c'hiz en-dro.

The Specials e 2013

Istor kemmañ

Savet e voe ar strollad e 1977 gant Jerry Dammers, Lynval Golding ha Horace Panter. Da gentañ e voent anvet The Automatics ha goude-se The Coventry Automatics. E 1978 e teuas Hall ha Radiation da glokaat ar strollad, ha dont a reas da vezañ The Special AKA The Coventry Automatics, ha goude-se The Special AKA. Joe Strummer (The Clash) a voe e-touez arvesterien unan eus o sonadegoù, hag e pedas anezho da seniñ a-raok e strollad dezhañ e-kerzh an droiad anvet On Parole UK Tour. Un taol kaer e voe a-benn brudañ The Special AKA er Rouantelezh-Unanet. E 1979 e tivizas Dammers krouiñ un ti-embann pladennoù, anvet e voe 2 Tone Records. Gant 2 Tone just a-walc'h e voe embannet ar bladenn vihan anvet Gangsters e 1979.

Azalek ar mare-se e krogas izili ar strollad d'en em wiskañ en un doare dibar, dre veskañ dilhad mod, rude boy ha skinhead. Holl o dilhad a oa gwenn ha du, a-benn klotañ gant liv o c'hroc'hen. O fladenn vras gentañ, Specials he zitl, a voe produet gant Elvis Costello. Gant an ton anvet Too Much Too Young e tizhjont renk kentañ an hit-parade breizhveuriat, met reuz a savas abalamour da gomzoù ar ganaouenn, a oa diwar-benn an hilastaliñ. Ne rejont ket kement a verzh gant o eil pladenn vras, More Specials he zitl, peogwir ne oa ket ur bladenn sonerezh ska kement-se. Arnodiñ o doa klasket ober, ha mesket o doa sonerezhioù liesseurt : pop, new wave, muzak ha zoken ur seurt reggae psikedelek. Meur a blac'h vrudet a ganas war o zonioù, en zo zouez : Chrissie Hynde, Rhoda Dakar,Belinda Carlisle, Jane Wiedlin ha Charlotte Caffey.

 
The Specials

Staples, Golding ha Hall a guitaas ar strollad e 1981, goude ma vefe bet tizhet renk kentañ an hit-parade breizhveuriat gant o c'hanaouenn Ghost Town. Dammers a zegemeras neuze Stab Campbell, hag e krogjont da labourat dindan aanv orin ar strollad, da lavaret eo Special AKA. Dont a reas ur bladenn er-maez, In the studio he zitl. Ne reas ket kalz berzh, met div ganaouenn a gaver enni a voe brudet-tre : Racist Friend ha Nelson Mandela. Dammers a zivodas ar strollad hag en em ouestlas er politikerezh.

Ur wech divodet ar strollad orin e krogas e izili da gemer perzh e meur a raktres all. Lod anezho en em vodas a-benn aozañ troiadoù pe enrollañ tonioù, met gwech ebet ne voe advodet holl izili ar strollad orin.

Er bloavezhioù 1980 e krouas Hall, Staples ha Golding ur strollad pop anvet Fun Boy Three. Berzh a-walc'h a rejont gant o zonioù Tunnel of Love, Our Lips Are Sealed ha The Lunatics (Have Taken Over the Asylum) etre 1981 ha 1983. Etre 1984 ha 1987 e voe ezel Hall eus The Colourfield. Ur wech divodet ar strollad e kendalc'has Hall e-unan. Meur a ganaouenn a skrivas evit ar strollad anvet The Lightning Seeds.

E 1996 e teuas ar sonerezh ska da vezañ diouzh ar c'hiz en-dro er Stadoù-Unanet. Lod brasañ izili ar strollad orin en em vodas en-dro, ha sevel a rejont ur bladenn nevez, Today's Specials he zitl. War ar bladenn-se e sonjont en-dro tonioù ska ha reggae brudet. E 1998 e lakjont embann d'un Guilty 'Til Proved Innocent ha meur a sonadeg a rojont da heul. Terry Hall ha Jerry Dammers a chomas hep kemer perzh en div bladenn-se.

E 2008 e voe bodet ar strollad en-dro, hep Jerry Dammers, a-benn lidañ tregont vloaz krouidigezh ar strollad. An droiad a vo aozet etre an 22 a viz Ebrel e Newcastle hag ar 7 a viz Mae 2009 e Londrez. Tonioù savet gant The Specials a c'haller klevout e emeur a film, evel Shaun of the Dead pe This is England.

Izili kemmañ

  • Terry Hall - kan
  • Lynval Golding - kan, gitar
  • Neville Staples - kan, binvioù-sko
  • Jerry Dammers - touchennaouegoù
  • Roddy Radiation - gitar
  • Horace Panter - gitar boud
  • John Bradbury - taboulinoù
  • Rico Rodriguez - trombon
  • Dick Cuthell - trompilh

Pladennaoueg kemmañ

Albomoù kemmañ

  • Specials (1979, 2 Tone, CDL TT 5001)
  • More Specials (1980, 2 Tone, CHR TT 5003)
  • In the Studio (1984, 2 Tone, CHR TT 6008)
  • Today's Specials (1996)
  • Guilty 'Til Proved Innocent! (1998)
  • Skinhead Girl (2000)
  • Conquering Ruler (2001)

Albomoù enrollet war al leurenn kemmañ

  • CHR TT 5011 Live at The Moonlight Club (1997)
  • Peel Sessions (1987)
  • Blue Plate Specials (1999)
  • Ghost Town: Live at Montreaux Jazz Festival 1995 (1999)

Dastumadegoù kemmañ

  • The Singles Collection (1991)
  • Coventry Automatics Aka the Specials: Dawning of a New Era (1994)
  • Too Much Too Young: The Gold Collection (1996)
  • Concrete Jungle (1998)
  • Best of The Specials (1999)
  • Very Best of the Specials and Fun Boy Three (2000)
  • Ghost Town (2004)
  • Stereo-Typical: A's, B's and Rarities (2005)
  • Greatest Hits (2006)

Pladennoù bihan (singles) kemmañ

  • "Gangsters" (1979, 2 Tone, TT1/TT2)
  • "A Message To You Rudy"(1979, 2 Tone, CHS TT5)
  • "The Special A.K.A. Live!" - ("Too Much Too Young"/"Guns Of Navarone"/"Long Shot Kick De Bucket"/"Liquidator"/"Skinhead Moonstomp") (1980)
  • "Rat Race" (1980, 2 Tone, CHS TT11)
  • "Stereotype" (1980, 2 Tone, CHS TT13)
  • "Do Nothing" (1980, 2 Tone, CHS TT16)
  • "Ghost Town" (1981, 2 Tone, CHS TT17)
  • "Hypocrite" (1996)
  • "Pressure Drop" (1996)

Liamm diavaez kemmañ