The Witcher I (Polonek: Wiedźmin, Brezhoneg: Ar Sorser) zo ur c'hoari video avantur hag RPG sevenet gant CD Projekt RED hag embannet gant Atari d'ar 26 a viz Here 2007.

Logo ar c'hoari Witcher I

Ar c'hoari a zo diazezet war bed an heuliad romantoù Ar Sorser gant Andrzej Sapkowski. Istor the Witcher a gemer plas en ur bed krennamzerel ha moliac'h. Heuliet e vez istor Geralt a Rivii, unan eus ar sorserien diwezhañ, ur chaseour euzhviled. Er c'hoari e vez rediet ar c'hoarier d'ober choazoù a zegaso heuliadoù. Burutellerien o deus bet rebechet e oa hir a-raok gwelet efedoù ar choazoù da zont war-wel. Lod all o deus rebechet e chome re alies "etre" hent buhezouriezh ar c'hoarier.

Ar c'hoari a implij ar c'heflusker video perc'hennet gant BioWare an Aurora Engine. Kroget e oa bet gant sevel un doare d'ar c'hoari evit ar c'hoñsolennoù-ti gant un diazez nevez evit ar grafikoù hag ur sistem en em gannañ, an titl a oa da vezañ The Witcher: Rise of the White Wolf, met nulet e voe.

E miz Gwengolo 2009, CD Projekt RED a embannas dre un doare ofisiel e oant o labourat war un heuliad, The Witcher 2: Assassins of Kings, a voe embannet e miz Mae 2011 war Windows hag OS X kement ha war Xbox 360 e miz Ebrel 2012.

Director's Cut kemmañ

Ar studio CD Projekt en deus embannet un doare Director's Cut (didroc'h) d'ar c'hoari e Norzh Amerika d'an 31 a viz Gouhere 2009. Ar memes doare eo d'an doare Enhanced Edition d'ar c'hoari a oa tu implij e-pep lec'h dre ar bed, met hep ar c'hontrollerezh a oa war doare Norzh amerikan ar c'hoari diazez. abaoe eo bet embannet gant an embregezrezh ur patch ofisiel o reiñ an tu d'ar perc'hennerien Norzh amerikan da gaout ar c'hoari evel re peurest ar bed memes ma oa bet prenet ganto ar stumm boest.

Notennoù ha daveennoù kemmañ