Theodor Severin Kittelsen (27 a viz Ebrel 1857 – 21 a viz Genver 1914) a oa ul livour ha skeudennour norvegian hag unan a garetañ arzourion ar vro. Deuet e oa da vout brudet evit bout livet gweledvaoù Norvegia ha savet skeudennadurioù marvailhoù ha mojennoù ar vro. Brudet eo dreist-holl evit an trolled ha boudoù mojennel treset gantañ.

Emboltred, 1891.

Peurliesañ e vez lakaet an oberennoù livet gantañ er stil nevezromantelour pe el livañ eeunek.

Levrioù skeudennaouet gant Kittelsen kemmañ

  • Fra Livet i de smaa Forholde I-II (1889-1890)
  • Fra Lofoten I-II (1890-1891)
  • Troldskab (1892)
  • Glemmebogen (1892)
  • Har dyrene Sjæl? (1894)
  • Kludesamleren (1894)
  • Im Thierstaate (1896)
  • Ordsprog (1898)
  • Svartedauen (1900)
  • Billeder og Ord (1901)
  • Folk og trold. Minder og drømme (1911)
  • Soria Moria slot (1911)
  • Løgn og forbandet digt (1912)
  • Heimskringla (1914)

Oberennoù kemmañ

Kittelsen hag an issevenadur Black Metal kemmañ

Adimplijet ez eus bet livadurioù ha skeudennadurioù savet gantañ gant strolladoù Black Metal (pe Folk Metal) zo (Satyricon, Empyrium, Otyg…) evit skeudenniñ o fladennoù. An hani en deus graet an implij stankañ anezhe eo Burzum (Dreist-holl re Svartedauen – Ar Marv Du –) evit pladennoù evel Hvis Lyset Tar Oss ha Filosofem.