Thyia (Θυία e gregach) a oa merc'h da Zeukalion ha Pyrra e mojennoù Hellaz kozh, hervez ar barzh Hesiodos, en e Eoiae pe Katalog ar Maouezed, oberenn gollet nemet ez eo miret en De Thematibus (gant Constantine Porphyrogenitus) hag en Ethnika (gant Stephanus of Byzantium).

Serc'h e oa da Zeus, an doue a oa tad he bugale Magnes ha Makednos, tad mojennel pobl Makedonia.

Hervez mojennoù Delfi e oa naiadenn an nevezamzer war Menez Parnassos e Fokis e kreiz Hellaz. Merc'h e oa d'an doue-stêr Kefissos, stêr Delfi. Eno en em vode an Thyiadezed, anezho menadezed hag a lide orgedoù an doue Dionysos.

Hi an hini gentañ a aberzhas da Zionysos, hag a lidas orgedoù en enor dezhañ.

Gwez kemmañ

Diwar hec'h anv, savet war ar ger θύω a dalvez frond hag aberzh, e teu anv ar gwez-thuja, anv ur genad gwez frondus.

Liamm diavaez kemmañ