Edo an darn vrasañ eus Dugelezh-veur Oldenburg e hanternoz Alamagn, en aber ar stêr Weser, e-kichen Rouantelezh Hannover. Un departamant gall eo bet etre 1811 ha 1815 (renad Napoleon Bonaparte), badezet Bouches-du-Weser (en alamaneg : Wesermündungen).

Timbr 1862
Timbr 1862

Staget e oa ar vro ouzh Rouantelezh Hannover da gentañ, hag ouzh Prusia e 1866. Degemeret e voe Dugelezh-Veur Oldenburg e Kengevread Norzh Alamagn e 1868. Emañ bremañ an douaroù-se e Stadoù Saks-Izel ha Bremen, e Republik Alamagn.

Timbroù zo bet embannet en Dugelezh-Veur etre 1852 ha 1862, o skeudennaouiñ an holl anezho da ardamezioù ar vro. Rummadoù 1852 ha 1858 zo moulet e du war tammoù paper a liv, ar c’hontrol eo evit a sell rummad 1860 (skeudenn e liv war wenn). Simploc’h eo skeudenn ar rummad 1862, a ginnig an ardamezioù e-kreiz ur vigelc'h, moulet war baper diblaen. Timbroù fazius a c’heller kavout : OLDEIBURG e-lec’h OLDENBURG da skouer. 19 timbr zo bet lakaet e gwerzh gant ar Postoù.

Gwelout ivez kemmañ