Timothy Buckley a oa ur c'haner hag ur saver kanaouennoù ag ar Stadoù-Unanet. Ganet eo bet e 1947 hag aet da anaon e 1975 da heul kemer drammoù.

Timothy Buckley
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denTim Buckley Kemmañ
Anv ganedigezhTimothy Charles Buckley III Kemmañ
Anv-bihanTimothy Charles Kemmañ
Anv-familhBuckley Kemmañ
Deiziad ganedigezh14 C'hwe 1947 Kemmañ
Lec'h ganedigezhWashington D.C. Kemmañ
Deiziad ar marv29 Mez 1975 Kemmañ
Lec'h ar marvSanta Monica Kemmañ
Abeg ar marvopioid overdose Kemmañ
BugelJeff Buckley Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Bet war ar studi eLoara High School Kemmañ
Deroù ar prantad labour1966 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1975 Kemmañ
Benveg sonerezhgitar, mouezh Kemmañ
PladennrolladurTim Buckley discography Kemmañ
Tachenntraditional folk music Kemmañ
Label sonerezhElektra Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerAmerican Society of Composers, Authors and Publishers Kemmañ
Rummad tostCategory:Songs written by Tim Buckley Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.timbuckley.com Kemmañ

E vugaleaj kemmañ

Mab d'un Iwerzhonad, monet a reas da chom e meur a lec'h er Stadoù-Unanet (a bep tu d'ar vro, Los Angeles, Washington ...). Kroget e oa ged kaniñ ha seniñ er lise, diàr levezon Bob Dylan peurgetket. Digor e spered da sonerezhioù a bep seurt, kani Stockausen kement ha kani hengounel a vro India.

Prantad folk kemmañ

Savet getañ ur strollad ged mignoned e sonas e-barzh festoù skol, ha diwezhatoc'h, ged ar brud, e-barzh tavarnioù e Los Angeles. Eno eo en em gavas get Frank Zappa. Dimeziñ a reas get Mary Guibert (ur mab a voe ganet a-benn nebeut, Jeffrey hag a vo graet Jeff anezhañ diwezhatoc'h, hag hemañ diwezhañ da vonet war roudoù e dad pemp ble àrnugent goude).

Redeg a ra ar brud, hag eñ da seniñ e-barzh tavarnioù ag ar choej. Engouestlet e voe get Elektra hag e bladenn gentañ a za er-maez a-benn nebeut (Tim Buckley didro !). Ur penn-oberennig eo dija, o kemenn ar penn-oberennoù meur a zay diwezhatoc'h.... Ur vouezh dibar ha kizidik da lakaat da leñvañ, ur sonerezh skañv met pinvidik ha rikamanet a-zoare avat, setu perzhioù dibar sonerezh ar paotr-se.

Ha eñ daet da vout ur mailh, kenderc'hel a ra da zigor bras e ziskouarn da bep seurt sonerezhioù, ha dreist-holl ar jazz (berzh a ra Miles Davies er mareoù-se, ha Thelonious Monk), hag an taboulinoù. Setu peadra da vagiñ e awen evit an amzer da zont. Tamm ha tamm e voe muioc'h a vejoñs e-barzh e sonerezh, a-drugarez d'an tredan ivez, hag a dap liv ar rock get benvigi a-zoare evit se (ograoù tredanel, gitar...). Setu dozvet getoñ ur bladenn arall : Goodbye and Hello, brav-meurbet ur wezh ouzhpenn.

Prantad folk/jazz kemmañ

Liv ar blues a zegas Tim e-barzh e donioù adalek 1968. Cheñch a ra liv e sonennoù kozh en e sonadegoù, a-zoc'h awen e spered d'ar mare-se, ha pinvidikaat kempennadur e sonennoù get ouzhpenniñ un doare gzilofon bras (vibrafon pe fraoñverezh) e-barzh ar jeu. Brav-tre e oa e bladennoù sonadegoù enrollet e London e 1968 (Dream letter ) ha gant ur vouezh ag ar re fromussañ. Ar bladenn Happy Sad a voe da heul, e 1969. Tostoc'h doc'h pezh a ra en e sonadegoù, sonet àr an toemm, hep re a gempennadurioù, blaz ar folk àr ar sonennoù el'kent, met blaz ar jazz iwez, sonennoù hiroc'h, huchadennoù, leñvadennoù get e vouezh ken fromus bepred. Berzh a reas e-touez selaouerion o divskouarn figus, met ne werzhas ket sammadoù pladennoù avat ! Ur brud mat en doa tapet memestra.

Prantad jazz/fusion/free kemmañ

Dre forzh furchal, arnodenniñ, diazeziñ levezonioù a bep tu, eh eas e sonerezh àr dachenn ar jazz free, get tonioù hir, hep lusk resis erbet enne, hep diskan, hag e vouezh d'ober he reuz bepred, àr un dro kreñv ha sklintin anezhi.

Diàr neuze e vez kaset e sonerezh get ur strollad dezhañ un arliv jazz.


Prantad Rythm'n'Blues/Funk kemmañ

Kaset e voe dre e gantreadennoù da lakaat druzoni e-barzh e oberennoù, da dañviñ ar blues met ne zaas ket ken brav getoñ, neoazh e vez kavet perlezennoù e-barzh èlkent ! Ur maread dic'hoanag pa ne vez ket peurgomprenet e arz get tud 'zo, ha eñ da lonkiñ muioc'h-mui, ha drammoù kreñvoc'h-kreñvañ da heul, peadra d'er c'has d'an anaon e penn kentañ an hañv 1975... Ha eñ tapet e 28 vle hepken.

Pladennoù kemmañ

  • Tim Buckley 1966
  • Goodbye and Hello 1967
  • Happy Sad 1969
  • Blue Afternoon 1970
  • Lorca 1970
  • Starsailor 1970
  • Greetings from L.A. 1972
  • Sefronia 1973
  • Look at the fool 1974

ha pladennoù arall, daet er-maez àr-lerc'h marv Tim :

  • Dream Letter (àr ar leurenn e London, enrollet e 1968)
  • Peel sessions (en abadenn vrudet er radio e 1968)
  • Live at the Troubadour (àr ar leurenn, 1969)
  • Honeyman (àr ar leurenn, 1973)
  • Work in progress (1999)

hag un nebeud re arall a zo c'hoazh, dastumadegoù pe enrolladennoù chomet diembann d'ar mare-se anezhe.