Tito Puente pe Ernesto Antonio Puente (1923- 2000) a oa ur soner stadunanat ganet ha marvet e New York, SUA. E dud a oa eus Puerto Rico. Seniñ a reas sonerezh eus Kuba (son montuno, chachacha, mambo, bolero, pachanga, guaracha), ha diorren a reas ar jazz afrokuban ha latino, hag ar salsa, hag ober a reas ouzhpenn 100 albom. lesanvet e oa El Rey Del Timbal ( roue an timbalennoù). Arabat doukveskañ e anv gant hini Ernesto « Tito » Puentes, trompilher kuban, ganet en 1928.

Tito Puente, 1996