Tizi Ouzou

kumun Aljeria

Tizi Ouzou a zo kêrbenn Kabilia ha kreizenn ar sevenadur berber, ur gêr eus Aljeria eo.

Geografiezh kemmañ

Tizi Ouzou a zo 100 km eus Alje, kêrbenn Aljeria. Emañ ivez Tizi Ouzou kêrbenn Kabilia ha kreizenn ar sevenadur berber. An eil gêr vrasañ goude Alje eo. He c'humun bennañ eo Tizi-Ouzou. Komzet e vez alies en Aljeria eus ar «wilaya». Ur wilaya a zo strolladoù tiriegezhioù publik. Tud o vevañ war douaroù, ‘bet c’hoazet ar bevennoù anezhe gant ar gouarnamant. Disheñvel eo ur wilaya diouzh ur gumun. E [[wilaya)) Tizi Ouzou ez eus 67 kumun. E 2008 e oa bet kontet 1 127 608 den o vevañ e wilaya Tizi Ouzou.

 

Lec'hiet eo e traonienn oued Sebaou ha tro-dro ez eo kelc'hiet a venezioù. Savet eo bet ar gêr e 200m uhelder er menezioù. An Djurdjura eo an aradennad-venezioù pennañ hag amañ e vez kemeret gant oued ar sebaou e andon (an [(oued sebaou]] eo ster pennañ Kabilia, hag ivez an draonienn treuzet gant ar stêr). Lezanv Tizi Ouzou eo « kêr ar balan » rak bez’ ez eus balan e-leizh hag arouez ar gêr eo. Graet e vez anezhi “kêrbenn an Djurjura” ivez.

An Hin kemmañ

An hin a zo tomm ha sec'h, met er goañv e vez erc'h a-wechoù. Tomm-tre e vez an amzer en hañv 'blam d'an aer-vor ne c'hell ket tremen gant ar menezioù.

Touristelezh kemmañ

Er reter Tizi Ouzou ez eus koad Yakouren. Peogwir ez eo brudet ar c’hoad-mañ, e teu ur bern touristed eus a bep lec'h amañ, rak loened e-leizh a zo hag ar struj a zo brav-tre. Brudet eo al lec'h evit gwareziñ ur bern terroristed a vez o koachañ er c'hoad.

Istor kemmañ

A-raok ur gêr vihan, e oa ur c'hastellig giz-turk, met kresket eo tamm-ha-tamm. Savet ez eus bet un iliz, ur skol paotred hag unan evit ar merc’hed, un ti-post, hag all... Met pa’ z eo erruet an hentoù-houarn tro-dro 1888, ez eo aet kalz ar gêr-mañ war-raok. Bremañ ez eus ar sportva bras anveet « Novembre 1954 », digoret e 1978 e reter Tizi Ouzou. Tennet eo an anv eus dispac'h Aljeria. Un hent-houarn zo e kornog ar gêr. Meur a skol-veur hag ha lise a zo bremañ ivez.

Bremañ ar gêr a zo rannet e meur a lodenn kemmañ

- Dechra : eo tout ar pezh e vez kavet a us d'ar boulouard norzh. Lodenn goshañ ar gêr eo. Ar straedoù a zo bihan hag an annezioù giz-kozh. Amañ ez eus c'hoazh moskeennoù, skolioù-koranek hag all... - Kreiz-kêr : Amañ ez eus lodenn vrasañ an dudioù hag ar sevenadur ( ar sinema, ti-ar-sevenadur, ar c'hoariva,...) ur bern skolioù, lise pe skolioù-meur met ivez an oberiantizoù melestradurel (ti-kêr,...), kenwerzel, arc'hantel, an ospitalioù, ar klanvdioù, kef an asurañs kleñved hag all... Ar straed vras eo lec'h pennañ ar marc'had. -Tala Allam, hag a oa a-raok ur gêr vihan, a zo deuet da vezañ ur c'harter gant ur poull neuial, meur a lise, kreizennoù stummañ hag all...

 
An hent tizh en-dro da Dizi Ouzou.

-Ar gêr nevez : lec'hiet eo e Su Tizi Ouzou. Evit gwir ez eus enni meur a geoded evel Salah Louanchi, Djurdjura hag all … Savet eo bet er bloavezhioù dek-ha-tri-ugent. Amañ ez eus dreist-holl tud o vevañ.

 
panorama eus Tizi Ouzou