Er yezhoniezh e vez implijet an termen tmesis (diwar ar henc'hresianeg: temnein "troc'hañ"; saoz: tmesis) evit komz eus troc'hañ ur ger e div rann evit gallout lakaat elfennoù all kenetreze.

Ur perzh reizh eus yezhadur ur yezh a c'hell bezañ an tmesis evel ma c'hoarvez gant verboù rannus en alamaneg pe en izelvroeg, da skouer:

Tmesis yezhadurel
Alamaneg:
ankommen ("dezgouezhout") > Ich komme morgen an ("degouezhout a ran warc'hoazh")
Izelvroeg:
aankomen ("degouezhout") > Hij is aange'komen ("degouezhet en deus")


A-hend-all e c'hell bezañ implijet e yezhoù all hep tmesis yezhadurel evit efedoù stilistek resis, da skouer evit sevel barzhonegoù, da skouer e latin:

Tmesis stilistek
circumdare ("gronnañ") > circum virum dant ("gronnañ a reont an den")


Graet e vez gant an tmesis a-wezhioù ivez e saozneg, evit fentiñ hag implijout gerioù gros dreist-holl, e-barzh gerioù evel:

absolo-fuckin'-lutely ("ya sur!)

Gwelit ivez: kemmañ