En astrofizik, an tolz Heol zo un unanenn a dalvez da vuzuliañ an tolz a vez implijet dre gendiviz evit ar stered pe an traezoù tolzennek all. Kevatal eo da dolz hon Heol. E arouezenn hag e dalvoudegezh zo :


Gallout a reer jediñ tolz an Heol diouzh hed ar bloavezh, ar pellder etre an Douar hag an Heol (an UA), hag an argemmenn gravitadur (G) evel :

,

Betek nevez zo ne anaved ket an argemmenn gravitadur nag an UA en un doare resis. koulskoude, jediñ tolz relativel ur blanedenn all e Koskoriad an Heol pe un daouad steredennoù en unanennoù tolz Heol a zepante eus an argemmennoù anavezet fall-se. Talvoudus e oa eta jediñ an tolzioù-se en unanennoù tolz Heol (sellet ouzh argemmenn gravitadur Gauss). Hiziv an deiz ez eo muzuliet an UA en un doare resis-kenañ a-drugarez da radarioù etreplanedenn ha G zo muzuliet mat ivez, met tolz an Heol a zalc'h da vezañ unan eus emglevioù a-bouez ar steredoniezh.

Talvout a ra tolz an Heol kement ha 330 000 gwezh tolz an Douar. Ar c'horrezed ruz eo ar stered, dezho an tolz bihanañ. Ar re vihanañ anavezet zo 1/20 eus tolz an Heol. Ar steredennoù tolzennekañ o devez un tolz a dalvez war-dro 50 pe 80 tolz Heol. Pa vez tolzennekoc'h c'hoazh ur steredenn ez eo distabil rak gwask ar skinadur divent zo en he c'hreiz a laka anezhi da skarzhañ an danvez a ya d'he ober.

E miz Genver 2004, Stephen Eikenberry, eus skol-veur Kalifornia, en deus disklêriet en doa dizoloet ar steredenn dolzennekañ a oa bet kavet biskoazh : LBV 1806-20. Ur steredenn yaouank-kenañ eo houmañ, dezhi 150 tolz Heol d'an nebeutañ.