Tour-tan Tevenneg

tour-tan e Breizh

Tour-tan Tevenneg zo un tour-tan savet war ur garreg, Tevenneg, er gwalarn da Veg ar Raz. Karrezek eo an tour, dezhañ 11 metr a uhelder ha 2,40 metr a ledander. Savet e voe gant mein tennet eus an enezennig he-unan. Un ti-annez zo stag ouzh an tour-tan, graet evit ar gward hag e familh betek 1910.

Tour-tan Tevenneg
Map
Lec’hEnez-Sun, Frañs Edit this at Wikidata
Daveennoù lec'hiañ48° 04′ 17″ N 4° 47′ 43″ W / 48.0714, -4.7953
Tour
Savet1875 Edit this on Wikidata
Dafarmaen Edit this on Wikidata
Emgefreekaet7 C'hwevrer 1910 Edit this on Wikidata
Uhelder11 metr Edit this on Wikidata
Uhelder diwar live ar mor295 metr Edit this on Wikidata
OberaterMaritime Public Domain Edit this on Wikidata
Statud gladelmonumant istorel enskrivet Edit this on Wikidata
Gweladenniñne reer ket
Annezetn’eo ket
Gouloù
Uhelder fokalenn24 metr, 28 metr Edit this on Wikidata
Diraez12 mil-mor (gwenn), 9 mil-mor (gwenn), 6 mil-mor (ruz) Edit this on Wikidata
Doareenn ar sinalQ WR, Fl W 4s Edit this on Wikidata

Asambles gant tour-tan ar Wrac'h Vras e talvez da heñchañ ar bigi a dremen etre Beg ar Raz hag Enez Sun. E 1869 e voe kroget d'e sevel, dindan renerezh an ijinour Paul Joly, hervez ur raktres gant Léonce Reynaud, ha lakaet e voe da vont en-dro d'ar 15 a viz Meurzh 1875.

Emgefreekaet e voe kerkent ha miz C'hwevrer 1910, abalamour ma veze diaes kas gwarded di, gant ar rust ma vez ar mor eno.
E 1994 e voe staliet panelloù heol da gaout tredan en un doare emren. Skedoù gwenn a vez taolet gant an tour-tan, gwelet war-hed 9 mil-mor, ha sklaeriadoù ruz, gwelet war-hed 6 mil-mor[1].

Darvoudoù kemmañ

Meur a zarvoud fall zo c’hoarvezet e tour-tan Tevenneg.[2] Hervez ar vojenn e vefe marvet ur peñsead war ar garreg gant an aon daoust m’en defe klasket goulenn sikour ouzh ar bigi a dremene.

Mont a reas ar gward kentañ, Henri Guézennec, da foll pevar bloaz goude ma oa krog da labourat en tour-tan: klevout a rae mouezhioù o lavarout dezhañ mont kuit. Gant an eil gward, Alain Menou, e oa c’hoarvezet ar memes tra. Adalek 1910 ez eus marvet tost da zek den en tour-tan[2].

Labourioù reneveziñ kemmañ

Abaoe 2011 e klask an SNPB (Société Nationale pour le patrimoine des Phares et Balises) reneveziñ an tour-tan, erruet en ur stad fall. Abaoe 2015 emañ war roll ar Monumantoù Istorel e Penn-ar-Bed.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù kemmañ

  1. 1 mil-mor = 1 852 metr.
  2. 2,0 ha2,1 (fr) Le phare de Tévennec alias les portes de l'enfer.... Le Figaro Nautisme.