Tour-tan ar C'hardenn Vras

tour-tan e Breizh

Tour-tan ar C’hardenn Vras zo un tour-tan savet war ur garreg er gevred da enez Edig.

MONUMANT Monumant istorel ISTOREL


Tour-tan ar C'hardenn Vras
Map
Lec’hEdig, Frañs Edit this at Wikidata
Daveennoù lec'hiañ47° 19′ 16″ N 2° 50′ 06″ W / 47.3211, -2.835
Tour
Emgefreekaet1973 Edit this on Wikidata
Uhelder27 metr Edit this on Wikidata
Uhelder diwar live ar mor24,8 metr Edit this on Wikidata
Statud gladele renabl hollek an herezh sevenadurel, monumant istorel enskrivet Edit this on Wikidata
Gweladenniñne reer ket
Annezetn’eo ket
Gouloù
Uhelder fokalenn27,8 metr Edit this on Wikidata
Diraez12,7 mil-mor Edit this on Wikidata
Doareenn ar sinalFl(4) W 15s Edit this on Wikidata

Savet e oa bet etre 1875 ha 1879 gant an ijinour Léon Bourdelles. Adimplijet e oa bet mein eus kreñvlec’h Edig evit se. D’ar 1añ a viz Genver 1880 e oa kroget an tour-tan da vont en-dro, evit heñchañ ar bigi a glaske mont e-barzh pe e-maez bae Kiberen (pe ar « Mor Bras ») en ur ziwall diouzh ar reier niverus en em astenn er gevred da ledenez Kiberen hag en-dro da inizi Houad hag Edig.

Tredanekaet e oa bet e dibenn ar bloavezhioù 1960. E 1973 e oa deuet da vezañ emgefreek, da lavaret eo e oa bet paouezet da gas gwarded di, ha renet e vez bremañ eus tour-tan ar Goulfar, en Enez ar Gerveur. En ur stad fall emañ, hervez kont, abaoe deroù ar bloavezhioù 2000, pa n’eus gward ebet ken ennañ ha pa ne vez ket graet labourioù ken evit derc’hel an diabarzh e ratre vat.

Liammoù diavaez kemmañ