Tourell ar Wrac'h Vihan

tour-tan e Breizh

Tourell ar Wrac'h Vihan zo un dourell, e-kichen tour-tan ar Wrac'h Vras, dirak Beg ar Raz, e Breizh.

Tourell ar Wrac'h Vihan
Map
Lec’hPlougoñ, Frañs Edit this at Wikidata
Daveennoù lec'hiañ48° 02′ 21″ N 4° 45′ 35″ W / 48.0392, -4.7597
Tour
Savet1911 Edit this on Wikidata
DafarBetoñs Edit this on Wikidata
Uhelder diwar live ar mor9,5 metr Edit this on Wikidata
Statud gladele renabl hollek an herezh sevenadurel Edit this on Wikidata
Gouloù
Uhelder fokalenn9 metr Edit this on Wikidata
Diraez8 mil-mor Edit this on Wikidata

Istor kemmañ

Divizet e voe gant bodad gall an tourioù-tan, e miz Mezheven 1886, e oa ret sevel un tourig gant un tan peurbad e-kichen tour-tan ar Wrac'h Vras hag a oa war sevel en amzer-se.

Kroget e voe gant al labourioù e 1887 ; hogen buan a-walc’h e voe paouezet, rak ar vag a oa ezhomm evit kas an dafar d’ar chanter, anvet La Confiance, a veze implijet e lec’h all.

Adstaget e voe gant al labour e 1893 hag echuet e voe e 1896. Eizhkornek eo an tourig, diazezet war ur sichenn gelc’hiek, e betoñs houarnet o-daou. Sevel a ra betek 9,5 metr a-us live ar mor pa vez en e uhelañ.

D’ar 4 a viz Kerzu 1896, un nebeud mizioù hepken goude fin al labourioù, e voe diskaret ar Wrac’h Vihan gant ur gwall varr-amzer. Er bloavezh war-lerc’h e voe kroget d’he adsevel met ne voe echuet al labourioù-se nemet 1909. Graet e voe an taolioù-arnod kentañ e 1910. Hag e 1911, d’an 31 a viz Eost, e voe staliet, e lein an tourig, un tan peurbad, bouetaet gant gaz eoul.

Hiziv kemmañ

Bremañ e talvez an dourell da verk kardinal kornôg da ziskouez d’ar bigi e rankont lezel ar merk-se er reter : 9 sked gwer a vez lerc’h-ouzh-lerc’h.

Notennoù kemmañ


Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.