Trafalgar Square (/ˌtrəˈfælɡər/) zo ul leurgêr e karter Westminster, e Kreiz Londrez. Savet e oa bet tro-dro d'al lec'h anvet Charing Cross. An anv "Trafalgar" zo bet roet evit enoriñ emgann Trafalgar, un trec'h war-vor breizhveuriat war nerzhioù Napoleon kevredet gant Spagn hag a voe dalc'het d'an 21 a viz Here 1805 dres dirak arvor Kab Trafalgar, e Spagn.

Lec'h Trafalgar Square a oa bet ul lec'h pouezus abaoe an XIIvet kantved, pa oa a-orin al lec'h evit kezeg ar roue hag e familh. Goude ma voe fiñvet ar marchosi gant ar roue George IV da Vuckingham Palace e oa bet kroget da ziorren en-dro ar marchosi kozh gant John Nash met sioul betek-re e voe an obererezhioù goude e varv, ar pezh a lakaas al leurgêr da vezañ digoret e 1844 nemetken.
Kolonenn Nelson, a zo e-kreiz al leurgêr, zo ambrouget gant peder delwenn leon. Petra bennak ma 'z eus delwennoù ha delwennoù lid e-leizh war ar blasenn, ar Fourth plinth (ar pevar diaz) chomet goullo aboe 1840, a vez implijet evit oberennoù arz arnevez abaoe 1999.

Trafalgar Square e 1908
Trafalgar Square e 2009

Ul lec'h kejañ kemmañ

Lid ar bloavezh nevez kemmañ

Abaoe bloavezhioù bremañ, tud en em vod war Drafalgar Square evit lidañ ar bloavezh nevez asambles. N'eo ket ur gejadenn aozet met niverus e vez an dud o tont memestra. Pennoù bras Londrez, re ar surentez dreist-holl, a vez ankeniet pa welont an niver a dud o vont war-gresk a vloaz da vloaz : ur riskl zo da welet al leurgêr beuzet gant un niver re vras a dud.
Abaoe ar bloavezh 2003 e vez un tan-arvest kreizennet war al London Eye ha glann su ar stêr Thames.
Abaoe 2014 e vez aozet lidoù ar bloavezh nevez gant pennadurezhioù meur Londrez sikouret gant aozadur an drugarez UNICEF ; kroget e voe adal ar mare-se da reiñ tikedoù d'an arvesterien a-benn reoliañ gwelloc'h al lid.

Lid an Nedeleg kemmañ

Abaoe 1947 e vez aozet lid an Nedeleg e Trafalgar Square. Ur saprenn eus Norvegia a vez profet da Londrez gant kêr-benn ar vro, Oslo, ha kinniget evel Saprennn Nedeleg Londrez. Un doare eo da drugarekaat ar Rouantelezh-Unanet evit an harp da Norvegia e-pad an Eil Brezel-bed. E-pad ar brezel e vevas eno ar priñs Olav kement ha gouarnamant harluet ar vro.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.