Trede lizher Sant Yann

Emañ tri Lizher Sant Yann e-touez Lizheroù Katolik an Testamant Nevez. Hervez Maodez Glanndour[1] e vefe bet skrivet al lizheroù-mañ etre 95 ha 105 GJK, war-dro fin buhez an abostol, d'ar mare ma skrive e aviel.

Gant piv eo bet skrivet ? kemmañ

« Gant an abostol Sant Yann, hervez an hengoun, eo bet skrivet al lizher-mañ[...]. » a skriv Maodez Glanndour. « Daoust n'int sinet nemet gant un ano diresis, « an Henaour », ez int bet lakaet a viskoazh dindan ano Sant Yann. E soñjoù, e zoare a gaver enno evit gwir, ha diaes eo krediñ e vefe bet roet ano an Abostol da skridoù ken dister, mar ne vefent ket eus e zorn. »[2] a lavar a-zivout aneil hag an trede lizher.

Da biv e voe kaset ? kemmañ

« Ha piw eo Gaioz, degemerer an trede lizher ? Un diskibl feal d'an abostol. Met peseurt karg en devoa  ? N'ouzomp ket. Diotrefez avat, an eneber ouzh urzhioù sant Yann,, a hañval bezañ bzt un eskob, gant ar veli a zo diskouezet dezhañ kaout war an dud.[...] Ha piw c'hoazh Demetrioz ? Moarvat, pennrener ar brezegerion [bet kaset gant Yann] ha war un dro degaser al lizher. »[3]

Danvez trede lizher Sant Yann kemmañ

Hervez ar pezh a lenner er Bible de Jérusalem[4] e voe kaset al lizher-mañ evit diskoulmañ ur gudenn a veli hag un dizemglev savet en unan eus an ilizoù a oa Yann penneskob warni.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Digoradur d'al Lizheroù Katolik, eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p. 53
  2. Maodez Glanndour, Digoradur d'al Lizheroù Katolik, eil lodenn an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p. 535
  3. Maodez Glanndour, Digoradur d'al Lizheroù Katolik, eil lodenn an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p. 535
  4. (fr) La Sainte Bible, Cerf, 1961, p. 1396