Trelew zo ur gêr e biz Proviñs Chubut, en Arc'hantina, er Wladfa. Emañ war lez traonienn izelañ an Afon Camwy, pe Río Chubut, 25 km eus ar mor ha 17 km eus Rawson, kêrbenn ar broviñs, e departamant Rawson,

Trelew
kêr, kêr, kêr vras
Deiziad krouiñ20 Her 1886 Kemmañ
StadArc'hantina Kemmañ
E tiriadRawson Department Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC−03:00 Kemmañ
Daveennoù douaroniel43°15′12″S 65°18′34″W Kemmañ
Kod-postU9100 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.trelew.gov.ar Kemmañ
Map
Ur pennad Trelew (Kernev-Veur) zo ivez.
Kreiz-kêr Trelew
Er Museo Pueblo de Luis, e Trelew, e tispleger istor ar vro hag an dud
Avenida Gobernador Fontana, Trelew
Banco Nación da noz

Gerdarzh kemmañ

Dont a ra anv kêr (tre e kembraeg) eus anv Lewis Jones, unan eus Kembreiz kentañ a ziazezas er vro.

Istor kemmañ

Krouet e voe kêr gant enbroidi eus Kembre war-dro ar bloavezh 1886.

Kêr kemmañ

Kreskiñ a reas kêr pa voe digoret hent-houarn kreiz Chubut da liammañ traonienn izelañ Dyffryn Camwy ha porzh-mor Porth Madryn. E 1888 n'ae ket al linenn pelloc'h er c'hornog eget Trelew.

100 000 a oa o chom eno er bloaz 2000, met abaoe ma'z eo krog an enkadenn d'ober he reuz e kresk ar baourentez ha niver an dud o vont kuit.

Un aerborzh zo, hini bouezusañ kreiz Patagonia.


Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.