Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1909

Dalc'het e oa bet 7vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre ar 5 a viz Gouere hag ar 1 a viz Eost (14 tennad-hent, 4 497 km). Evit ar wech kentañ e oa bet gounezet gant ur marc'hhouarnour estren, ar reder luksembourgat François Faber, 28,658 km/e e dizh keitat. Aet e oa bet ar maout gantañ en 2l, 3de, er 4re, 5vet, 6vet hag en 10vet tennad-hent.

François Faber, trec'h e 1909

Aet e oa kuit an Dro eus Pont ar Jatte (Pariz) war-du an norzh hag ar reter a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar c'hornôg : heñvel-mik eo an hentad ouzh hini 1908.

55 reder hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar 150 o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.

Tennadoù-hent e Breizh kemmañ

Renkadurioù kemmañ

Renkadur hollek (1-10)
Renk Reder Sponsor Poentoù
1   Luksembourg François Faber Alcyon 37
2l   Bro-C'hall Gustave Garrigou Alcyon 57
3de   Bro-C'hall Jean Alavoine Alcyon 66
4re   Bro-C'hall Paul Duboc Alcyon 70
5vet   Belgia Cyrille Van Hauwaert Alcyon 92
6vet   Bro-C'hall Ernest Paul 95
7vet   Bro-C'hall Constant Ménager Le Globe 102
8vet   Bro-C'hall Louis Trousselier Alcyon 114
9vet   Bro-C'hall Eugène Christophe 139
10vet   Italia Aldo Bettini 142

Pennad kar kemmañ