Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad arbennel (saoz.: causal case pe causative case) evit komz eus un droad a dalvez da verkañ arbenn pe abeg un dra bennak, o klotaat mui-pe-vui gant "abalamour da" e brezhoneg.

Unan eus tri arc'hwel an trede "stad" pe troad an tibeteg eo an arbennerezh, merket gant al lostger "-yi", da skouer:

  • E tibeteg:
tch'ou.t'ik.guiune.tou.pap.pa.yi[1]
(dour takenn dibaouez kouezhañ ARBENN.)
"Abalamour da red dibaouez an dour"

Implijet e vez ivez gant an euskareg, merket gant al lostger "-arengatik", ha gant an hungareg, merket gant an enger "-ért-", da skouer:

  • En hungareg:
Hálás leszekérte
"Anaouedek e vin a-drugarez/abalamour d'an dra-se"
Miért nem dobtad ki?
"Abalamour da betra (=Perak) n'ec'h eus ket e stlapet er-maez?"

Mammennoù: kemmañ

  1. Buéso, Gilbert (1998) Parlons tibétain, Pariz: L'Harmattan


Liammoù diavaez: kemmañ