Trovezh (taolenn drovezhiek)

Trovezh a reer e taolenn drovezhiek an elfennoù eus ul linennad elfennoù kimiek dezho an hevelep niver a wiskadoù elektronek, a c'heller gwelet evel amestezioù an elektronoù tro-dro da graoñell an atomenn-mañ-atomenn.

Trovezh (taolenn drovezhiek)
Iskevrennad euskevrennad Kemmañ
Rann eusTaolenn beriodek an elfennoù Kemmañ
Anv e kanaげんそのしゅうき Kemmañ

Abaoe ar bloaz 2016 ez eus 118 elfenn kavet, kadarnaet hag anvet, dasparzhet en daolenn dre 7 trovezh ha 18 strollad.

Da skouer, setu amañ gwiskadoù elektronek elfenn gentañ hag elfenn diwezhañ an trovezhioù 3, 5 ha 7.

Trovezh 3 Trovezh 5 Trovezh 7
(3 gwiskad) (5 gwiskad) (7 gwiskad)
Natriom Argon Rubidiom Ksenon Frankiom Oganesson

A-feur ma lenner a gleiz da zehoù war un drovezh, eleze eus ar strollad 1 betek ar strollad 18 en daolenn, pep elfenn he deus 1 proton ouzhpenn d'an elfenn a zo en he raok ; da skouer, en drovezh 5, 54Xe (bann 18) he deus 54 froton, da lavarout eo 17 muioc'h eget 37Rb a zo er bann 1 gant 37 proton.
Seul vui ma pellaer eus ar bann 1 en un drovezh, seul belloc'h eus ar metaloù eo an elfenn ; neuze, holl elfennoù ur bann o deus perzhioù kimiek ha fizikel damheñvel, alese an anv [« strollad eus an daolenn drovezhel » a zo bet roet d'ar bannoù.
Neuze, div elfenn amezek en un drovezh zo tost dre o zolz atomek, evel 37Rb ha 38Sr, met disheñvel eo o ferzhioù : ur metal alkaliek (strollad 1) eo ar Rubidiom, tra ma'z eus ur metal prialkalek eus ar Strontiom strollad 2).