Tsar Bomba (Rusianeg: Царь-бомба; "Bombezenn Tsar") pe c'hoazh "Ivan an Tev", "Rouanez ar bombezennoù", "Bombezenn Impalaer", Tsar o vezañ awenet gant ar ger Caesar, eo lesanvioù ar vombezenn dre hidrogen AN602.
Bet eo ar vombezenn derc'hanel pe nukleel greñvañ a zo bet lakaet da darzhañ en Istor Mab-Den. Ul lodenn eo eus redadeg an armoù etre ar bloc'had soviedel hag ar bloc'had kornôgel.

Tsar Bomba
former entity, doare arm
Iskevrennad eusaerial bomb, thermonuclear weapon Kemmañ
Deiziad krouiñ1956 Kemmañ
Daveennoù douaroniel73°48′26″N 54°58′54″E Kemmañ
Bro orinIsrael, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Deiziad30 Her 1961 Kemmañ
Darvoud-alc'hwezTsar Bomba weapons test Kemmañ
OberataerUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
ManufacturerUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Treset gantYulii Khariton, All-Russian Scientific Research Institute Of Technical Physics, All-Russian Scientific Research Institute of Experimental Physics Kemmañ
Map
Un adsevel eus ar vombezenn Tsar Bomba
Lec'hiadur test tarzhadenn an Tsar Bomba
Keñveriadenn etre kebell-touseg nukleel

D'an 30 a viz Here 1961 da 11 eur 32[1] e oa bet graet an test gwirion eus an Tsar Bomba ; chomet eo an test meur war un darzhadenn a orin nann naturel.
Kuz'kina Mat' (Rusianeg: Кузькина мать, Mamm Kuzka) a reer eus AN602 a-wechoù, pa reer dave da bromesa Nikita C'hrouchtchov da ziskouez da Stadoù-Unanet Amerika ur "Kuz'kina Mat'" e-kerzh Emvod-meur Aozadur ar Broadoù Unanet e 1960.

Gant URSS e voe graet ar vombezenn ; etre 50 hag 58 megatonennoù TNT e oa he galloud. Ur vombezenn Tsar Bomba hepken a voe savet ez-ofisiel, hag amprouet d'an 30 a viz here 1961 en enezeier Novaya Zemlya, e Sukhoy Nos.

Sell teknikel war an Tsar Bomba kemmañ

27 tonenn e oa pouez ar vombezenn. Rekis e oa e kouezhje eus 8000 metrad evit gellout tarzhañ. Implijet e voe un harz-lamm evit ma vefe skoet mat.

A-hervez n'eo bet an test nemet unan bihanoc'h evit gwir efed an Tsar Bomba, rak re zañjerus e vije bet hec'h amprouiñ e barr he galloud, ha n'he dije roet chañs ebet da lestrad ar c'harr-nij bombezer da zreistbevañ.

Test an Tsar Bomba kemmañ

 
Tupolev Tu-95MS, an doare karr-nij a voe implijet evit test an Tsar Bomba

Ur c'harr-nij Tupolev TU-95V arbennik a oa bet savet evit amprouiñ ar vombezenn Tsar Bomba.

Seizh kilometrad e voe treuzkiz ar voulenn-dan a voe krouet dre darzhadenn an Tsar Bomba, ha gwelet e voe an darzhadenn 1000 kilometrad tro-dro d'al lec'h tarzhañ[2]. War 100 kilometrad tro-dro e oa bet distrujet an holl savadurioù, betek 500 kilometrad eus al lec'h-tarzh e oa bet torret prenestroù.

65 kilometrad e voe uhelder kabell-touseg nukeel an darzhadenn, da geñveriañ ouzh hini tarzhadenn Hiroshima na oa nemet 12 kilometrad. Tu a zo ivez da geñveriañ ouzh uhelder menez uhelañ ar bed, Menez Everest, n'eo nemet 8.8 kilometrad e uhelder.[2].

Ken bras eo bet nerzh an darzhadenn ma kouezhas ar c'harr-nij bombezer eus 1 km uhelder ; dont a reas a-benn memestra lestrad bleinerien ar c'harr-nij da nijal kuit hep kudenn all etrezek o aerborzh loc'hañ.

 
Raksell tarzhadenn Tsar Bomba war kêr Bariz

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Tsar Bomba
  2. 2,0 ha2,1 Tuxboard