Ubisoft skrivet a-wechoù UBISOFT (Ubi Soft Entertainment a-raok) zo un embregerezh breton sevel, embann ha gwerzhañ c'hoarioù video. Savet d'an 12 a viz Meurzh 1986 gant ar pemp breur Guillemot (Claude, Michel, Yves, Gérard ha Christian), a orin eus Karantoer e Bro-Gwened.

Ubisoft
sevener c'hoarioù video, embanner c'hoarioù video, embregerezh dianv a c'halv espern, aozadur, embregerezh
Tachenn obererezhioùQ112165928 Kemmañ
Deiziad krouiñ28 Meu 1986 Kemmañ
Anv ofisielUbisoft Entertainment SA Kemmañ
Anv er yezh a orinUbisoft Kemmañ
DiazezerMichel Guillemot, Yves Guillemot Kemmañ
PennrenerYves Guillemot Kemmañ
Board memberYves Guillemot, Claude Guillemot, Michel Guillemot, Gérard Guillemot, Christian Guillemot Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Ezel eusgame Kemmañ
Furm lezennpublic limited company with a board of directors (n.o.s.) Kemmañ
Lec'h diazezKarantoer Kemmañ
Perc'hennet gantTencent, Guillemot family, Baillie Gifford Kemmañ
Sez sokialRoazhon, Saint-Mandé Kemmañ
EskemmdiEuronext Paris Kemmañ
Bet kinniget evitSteam Award for Best Developer Kemmañ
Produc'hoari video, meziant Kemmañ
Postelmailto:opensource@ubisoft.com Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.ubisoft.com/ Kemmañ

E 2015 en em ginnig an embregerezh evel an trede embanner dizalc'h dre ar bed holl, a-dreñv ar re stadunanat Electronic Arts hag Activision Blizzard.

E 2013, eo an embregerezh Ubisoft kentañ embanner Frañs c'hoarioù video dirak Gameloft, un embregerezh krouet gant ar re Guillemot e 1999. Ubisoft a zo perc'henn war gwirioù frañchizoù lies ha brudet evel Rayman, Prince of Persia, ar c'hoarioù video «Tom Clancy», Assassin's Creed, Far Cry, Just Dance, Watch Dogs pe c'hoazh Lapins crétins.

Logo Ubisoft

An embregerezh a zo bet o ledanat he zachenn gounid dre adkemer he frañchizoù c'hoarioù video ha lakaat anezho da vont etrezek bedoù all evel re ar bandennoù-treset abaoe 2009 gant Les Deux Royaumes pe war-zu ar sinema hag ar stiradoù skinwel abaoe 2011 dre hanterenn ar skourr Ubisoft Motion Pictures.

Istor kemmañ

Deroù ar bloavezhioù 1980, ar pemp breur Guillemot (Claude, Michel, Yves, Gérard ha Christian) a-sav ar c'hoant enno da ledanaat tachenn kenwerzhel an embregerezh familh arbenikaet war kenwerzh produioù an douar nemetken. Soñjal a ra dezho d'ar mare-se e oa o tiorroiñ bed an teknologiezhioù. E-pad ur veaj e Bro-Saoz, Michel Guillemot a zo bammet gant ar priz izel a vez gant ar c'hoarioù video eno da geñver e Breizh. Ar soñj a zo savet gantañ e oa aze un dachenn genwerzhel a c'hellfe degemer un embregerezh nevez.

Frañchizoù brudet kemmañ

Tabutoù kemmañ

Etre miz Kerzu 1998 ha Meurzh 1999, implijidi d'an embregerezh Ubisoft a oa emsavet a-enep doareoù an embregerezh en o c'heñver. Roet o devoa lañs d'ul lec'hienn war ar rouedad anvet Ubi Free ar « c'hentañ sindikad niverennel ». Kalzig pennadoù a oa bet o komz eus ar fed-se er c'hazetennoù e Bro-C'hall dreist-holl, Ubi Free a lakae war-raok en e bennadoù kronikennoù sinet « Albert » doareoù mezhus ha drouk ar management e Ubisoft. Emsavet e oant ivez a-enep doareoù komz an embregerezh a lakae anezho da vezañ evel « bugale », kevratoù labour « bresks », ar paemantoù chomet stanket eus an eurvezhioù labour ouzhpenn, an digempouez etre goproù ar baotred hag ar merc'hed, ha dreist-holl ar vank a aozadurioù evit an emziviz en embregerezh. Ul lodenn eus al lec'hienn internet a servije da reiñ an tu da dud an embregerezh, ez-implijidi pe tud eus ar rouedad da skrivañ o fromoù pe testennioù.

Pennoù bras an embregerezh Ubisoft o devoa savet « emvodoù emziviz » gant an implijidi, oc'h embann e vefe aozet dilennadegoù kannaded an implijidi hag o lakaat da dalvezout ar 35 eurvezh. E meurzh 1999, krouerien Ubi Free o devoa lammet al lec'hienn, dre ma soñje dezho o devoa tizhet o c'hefrifi « sevel ar gaoz, ha n'eo ket kemer ar galloud ». Deuet war-raok adal an afer-se, Jérémie Lefebvre, unan eus krouerien Ubi Free, en deus bet embannet ur romant awenet gant e eñvorennoù.

Liammoù diavez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.