Ulrika Eleonora Sveden

Ulrika Eleonora, ganet e Stockholm e 1688 ha marvet eno e 1741, pe Ulrika Eleonora ar Yaouankañ, a voe rouanez Sveden adalek Kerzu 1718 da C'hwevrer 1720, ha rouanez kenseurtez betek he marv.

Ulrika Eleonora
Rouanez Sveden
Ulrika Eleonora
Ar rouanez war-dro 1725

He buhez kemmañ

Merc'h e oa da Karl XI ha d'e bried Ulrika Eleonora Danmark. Ren a reas war-lerc'h he breur Karl XII en 1718 , goude dezhi plegañ da goll an hollveli. Adalek enni e voe rannet ar galloud etre ar roue, ar sened, hag ar stadoù.
Dimeziñ a reas da Frederik von Hessen-Kassel en 1715 , ha leuskel gantañ ar galloud en 1720. Adalek neuze e voe ur marevezh a frankiz er vro, ha disteraet kalz e oa levezon ar roue.

En he raok:
Ulrika Eleonora Danmark
Rouanezed Sveden
 
(1680-1693)|
War he lerc'h:
Lovisa Ulrika


Pennadoù kar kemmañ