Unvaniez Yaouankiz Vreiz

Unvaniez Yaouankiz Breiz a oa ur strolladig broadelourien vreizhat, oberiant eus miz Mae 1920 betek miz Eost 1927. Dilezet e voe an anvadur "rannvroelour" evit kaout un anv frankoc'h e-keñver amzer dazont Breizh hag a zlefe mont da vezañ ur stad.

Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñver brezhoneg.
Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn.

  • Pa vo bet graet ar gwellaennoù e vo ret dilemel ar patrom-mañ.
Unvaniez Yaouankiz Vreiz
strollad politikel
Deiziad krouiñ17 Gwe 1918 Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Ideologiezh politikelemsav Kemmañ
Erlec'hiet gantStrollad Emrenerien Vreiz Kemmañ
Deiziad divodadur1927 Kemmañ

Ragistor kemmañ

A-raok ma voe echu ar Brezel-bed kentañ, un nebeud izili eus Strollad Broadelour Breiz (SBB) o doa savet Strollad rannvroelourien Vreiz (Groupe régionaliste breton). Hervez Yann Fouéré ha Michel Nicolas[1] e teuas daveto pevar ezel eus SBB kozh, Morvan Marchal, Job Loyant, Job de Roincé, un nebeud paotred yaouank ha desket-mat : Olier Mordrel, Yann Brikler, hemañ kenderv da Vordrel ha Frañsez Debauvais ha daou soudard pe bet soudard,, Herri Pradoù[2] ha Frañsez Mari ar Gov. Entanet e oant gant Istor Breizh ha soñjal a rae dezho e c'hellfe bourc'hizelezh "vroadel" Breizh sevel a-du gant krouidigezh ar Stad nevez. Dibabet o doa an anvadur régionaliste evit desachañ izili an daou aozadur rannvroelour (Kevredigezh Broadel Breizh hag Unvaniez Arvor
E miz Genver 1919 ez embannjont niverenn gentañ Breiz Atao, a chomas titl kelaouennoù ar strolladoù broadelour a zeuas war he lerc'h. Implijet e voe titl ar gelaouenn evit envel ar vroadelourien vrezhon dre vras[3].

E 1921 e voe gwelet pazennoù evezhiek war-du ar raktres broadelour o tont :

"Ur vammvro, ur vammvro vras en he unan eo Breizh. Evit klotañ gant laz broadel Breizh e c'houlennomp an Home rule hag evit laz broadel Breizh e c'houlennomp ma chomimp staget ouzh Bro-C'hall. Ma 'z eus ur vroadelezh gant Breizh, da lavared eo perzhioù dibar e-keñver ar ouenn, ar yezh hag an istor disheñvel diouzh re ar broioù nes, ne c'hell ket, hervez ar poell, gouzañv ma vo roet dezhi ur statud heñvel ouzh an hini a vo roet da broviñsegezhioù (provincialités) ordinal e Bro-C'hall."[4]

Ur strollad radikaloc'h kemmañ

E miz Mae 1920 ez eas Strollad rannvroelourien Vreizh da vezañ Unvaniez Yaouankiz Breiz hag e voe adaozet ar reoladoù. Abaoe mizioù e oa deut war wel un anv nevez er gelaouenn : "Association de la Jeunesse de Bretagne". Embann a rejont dre ar mennad kentañ ur raktres politikel sklaeroc'h ha radikaloc'h :

"An UYV a zo he fal lakaat Breizh da adsevel diwar kresk ar santad broadel, adc'hanidigezh ar sevenadur keltiek ha distro ar vuhez vroadel emren."[5]

Levrlennadur kemmañ

  • Sébastien Carney, Breiz Atao ! Mordrel, Delaporte, Lainé, Fouéré..., Rennnnes, SHAB ; Presses universitaires de Bretagne, 2016. (ISBN 978-2-7535-4289-1)
  • Michel Nicolas, Histoire de la revendication bretonne…des origines jusqu'aux années 1980, Speied, Coop Breizh, 2007 (ISBN 978-2-84346-312-9)
  • Michel Nicolas, Histoire du Mouvement breton : Emsav, Pariz, Syros, 1982.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Histoire de la revendication bretonne, p. 69.
  2. Hervez Lukian Raoul (geriadur ar skrivagnerien vrezhonek), Henri Prado/Herri Pradeu, ganet ha marvet e Plañvour, a oa eil-rener ar strollad. Marvet e oa abred e Mae 1921. Ar brezhoneger nemetañ e c'hellfe bezañ bet.
  3. E Kreiz Breizh, e-pad an Eil Brezel-bed ha war-lerc'h, e veze distaget ar bomm-lavar-mañ : "Breiz Atao, mat da lac'ho !" (da lazhañ)
  4. Breiz Atao, niv. 5-6, Mae 1921. Meneget gant Michel Nicolas, Histoire du Mouvement breton, p. 76.
  5. Meneget gant Michel Nicolas, Histoire de la revendication bretonne, p. 70.