Unvaniezh Demokratel Breizh

Unvaniezh Demokratel Breizh zo ur strollad politikel breizhat eus an tu kleiz hag ekologel, diazezet e pemp departamant Breizh eta, krouet e 1964, evit tizhout emrenerezh Breizh.

Unvaniezh Demokratel Breizh
strollad politikel
Deiziad krouiñ4 Gen 1964 Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Ezel eusEmglev Libr Europa Kemmañ
Ideologiezh politikelQ3455639 Kemmañ
Sez sokialNaoned Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.udb.bzh/ Kemmañ










Unvaniezh Demokratel Breizh
Mouezh-aotreet Nil Caouissin
Krouidigezh 4 a viz Genver 1964
Sez Naoned
Kazetenn Pobl Vreizh
Kannaded
Dilennidi er C'huzul rannvroel Nil Caouissin
Gaël Briand
Anna Sohier
Christian Guionvarc'h
{{{option-3}}} {{{valeur-3}}}
{{{option-4}}} {{{valeur-4}}}
{{{option-5}}} {{{valeur-5}}}
{{{option-6}}} {{{valeur-6}}}
Ideologiezh Emrerouriezh
Enepkevelaouriezh
Ekologiezh politikel
Tu-kleiz war-raokour
Kenvreuriadur da live ar Stad C'hall Rannvroioù ha Pobloù Kengred (RPK)
Kenvreuriadur european Emglev Libr Europa (ELE)
Kenvreuriadur etrevroadel Ø
Livioù* Melen
Lec'hienn internet www.udb-bzh.net
gwelet ivez

Politikerezh Breizh
Kuzul Rannvroel Breizh
Strolladoù politikel Breizh

Diskleriañ a ra bezañ ur strollad emrener eus an tu kleiz an hini eo. Kemmet eo bet sell UDB war an ekonomiezh avat abaoe ar penn-kentañ.

War e lec'hienn ofisiel ec'h embann ec'h eo palioù ar strollad e vo anavezet Breizh gant Bro-C'hall hag Europa (hep resisaat e peseurt mod) ha kaout ur parlamant ul live "emrenerezh ledan" o toujañ da bevennoù istorel Breizh. Ezel eus Emglev Libr Europa an hini eo.

An istor kemmañ

Krouet e oa bet an UDB e 1964 gant ur strolladig tud yaouank, ur pemzek bennak, studierien an darn vrasañ anezho. Alies e kemerent perzh en abadennoù a denne d'ar sevenadur breizhat (bagadoù, dañs...), levezonet gant mennozhioù ar sokialourien hag an tu kleiz dre-vras. An darn vrasañ a oa er Mouvement pour l'organisation de la Bretagne (MOB) a-raok. An UDB a zo bet krouet goude un disrann er MOB, e-kerzh un emvod e 1964.

E 1962, nac'het en doa ar MOB kondaoniñ an OAS. Er mod-se ez ae a-enep d'ar studierien a-du gant an FLN. Kendalc'h kentañ an UDB a voe dalc'het e Kemper, e miz Kerzu 1964, e sal Toull-al-laer, gant triwec'h perzhiad.

UDB a oa bet krouet evit enebiñ ouzh ar brezel renet en Aljeria gant Frañs hag en ur lakaat un damheñvelder etre didrevadennerezh ar Maghreb hag hini Breizh.

Kentañ karta UDB a lakae en a-raok ar fed kaout ur steuñv ekonomikel ha krouiñ ur c'hevread europat. A-enep an arme hag an drevadennelezh e oa UDB ivez. E 1965 e kemeras perzh ar strollad politikel e dilennadegoù evit ar wech kentañ, Yann-Baol ar Berr gant listenn "unvaniezh an tu kleiz" er Gelveneg a zeuas da vezañ eilmaer ar gumun ha dilennad kentañ an UDB.

Ar penn kentañ : 1966-1969 kemmañ

Diaes eo bet bloavezhioù kentañ UDB. Kreskiñ a rae ar strollad goustadik ha n'en doa ket peadra da vezañ kreñv. Tostaat a reas neuze ouzh ar PSU hag an FGDS. Padal, adalek 1967, e kreskas niver an izili en-dro, deuet evit al lodenn vrasañ anezho, eus sindikadoù studierien. E dilennadegoù evit Bodadenn Vroadel Frañs e 1967, UDB a savas a-du gant Michel Phlipponneau a ginnige da emstriverien an tu kleiz ur "Programme Minimum Démocratique Régional".

An hanter anezho a asantas d' ar steuñv-mañ. UDB a savas enep brezel Viet-Nam ha kondaoniñ a reas obererezhioù an FLB met en ur c'houlenn start dieubidigezh e stourmerien. Da geñver referendom 1969, e c'halvas UDB da votiñ "nann". Krouiñ a reas gant "Ar Falz" hag ar "JEB" un aozadur evit ar Brezhoneg: "Galv".

Enkadenn 1969 kemmañ

Un toullad izili nevez tro-dro da Yann-Erwan Guiomar hag Alain Le Guyader eus kevrenn Norzh Pariz a glaskas ober eus UDB ur strollad eus an tu-kleiz pellañ.

Tarzhañ a reas an traoù da geñver kendalc'h Gwidel e miz Du 1969.

Alain Le Guyader a nac'has karta an UDB hag a ginnigas mennozhioù disheñvel awenet gant Rosa Luxemburg. Nac'hañ a reas ivez, kondaoniñ aloubadeg soviedel Tchekoslovakia, o lakaat un troc'h etrezañ ha renerezh an UDB. Da-heul bec'h ar c'hendalc'h e voe skarzhet Yann-Erwan Guiomar hag Alain Le Guyader, d'ar 1 a viz c'hwevrer 1970. Dek ezel all eus kevrenn Pariz-Norzh ha 26 ezel eus div gevrenn Bro-Roazhon a voe skarzhet ivez peogwir ne oant ket ali gant doareoù ar c'homite ren.. An holl izili a rankas asantiñ da skarzhadeg Y-E. Guiomar hag A. Le Guyader anez bezañ skarzhet d'o zro.

Ronan Leprohon a zisplegas e voe ar skarzhadegoù-mañ e ur redi evit mirout na vije bet lakaet UDB en arvar. Ul lodenn eus izili Pariz bet skarzhet a savas ur gazetenn, "la Taupe Bretonne", ha ne badas ket pell. An darn vrasañ anezho a zilezas ar vuhez politikel.

Diorroadur: 1970-1978 kemmañ

Adsavet eo ar strollad politikel e-kerzh kendalc'h Gwidel III. Ul linenn varksour a voe kemeret ivez gant UDB d'ar c'houlz-se, o tiskleriañ en he c'harta nevez (an eil) e oa ret groñs diskar argapitalouriezh ha perc'hennañ a-stroll ar binvioù produiñ (kraf 4).

D'ar c'houlz-se e tapas ul listenn UDB 11,5% eus mouezhioù an dilennadeg en Alre, a-drugarez d'ar penn listenn, Sten Kidna. Evit dilennadegoù ar c'huzulioù-kêr e 1971, e kemer perzh UDB gant listenn "unvaniezh an tu kleiz", nemet e Brest e lec'h ma tapas an UDB 4,8% eus ar mouezhioù. An niver a izili- 273 e 1971- a gresk tamm-ha-tamm er bloavezhioù 70, dreist-holl peogwir e kemer perzh UDB e meur a stourm sokial, evel hini labouradeg ar "Joint Français" e Sant-Brieg.

E dilennadegoù evit Bodadenn Vroadel Frañs e 1973, e vez 5 den war ar renk o c'hounid etre 0.8% ha 3.2% a vouezhioù daoust da berzh SAV. An hini plaset ar gwellañ Erwan Evenou, a ra muioc'h evit 3% e pastell-votiñ Henbont-Ar Faoued, gant ur barr a 14% e Berc'hed. En dilennadegoù-kanton er bloavezh-se e teuas UDB a-benn da gaout 4.5% eus ar mouezhioù. En Oriant dreist-holl e tapas 6.8%.

E 1974 e voe dilennadeg prezidant ar republik, kemer a reas perzh an UDB er c'houlzad prezidantel. Eus tu François Mitterrand e oa ar strollad d'ar poent mañ.

E 1976 e voe dilennadegoù dre ganton, kinnig a reas an UDB 9 den. Dont a rejont a-benn da gaout ur geidenn a 5,27% eus ar mouezhioù. Kresket eo ivez an niver a izili 600 emaint bremañ.

En dilennadegoù kêr, e 1977, gant sikour listenn "unvaniezh an tu kleiz" 35 kannad a vo dilennet e Breizh. D'ar memes koulz e voe digoret ar skol Diwan kentañ, gant sikour Reun L' Hostis, ezel eus ar burev politikel. Gant an degouezhad-mañ e voe izili a-enep d'ar renerezh, dreist-holl, sindikalourien eus ar skolioù publik hag a oa boas da vezañ a-enep ar skolioù prevez.

E 1978, e-kerzh an dilennadegoù evit Bodadenn Vroadel Frañs, e kinnig an UDB 17 den. Diaes oa an endro politikel : dizemglev etre PS ha PCF, voterien techet da votiñ evit an hini a c'hellfe bezañ trec'h en eil to war an tu-dehou. Ur c'hwitadenn eo bet an dilennadegoù-se evit UDB (1,87% a geidenn) hag evit an tu-kleiz gall rannet. Dont a ra an arc'hantaouiñ da vezañ diaes hag an dislavaroù a zeu war-c'horre en-dro.

Enkadenn 1974 kemmañ

Un enkadenn nevez a vez e miz Ebrel 1974. Liammet eo gant ar fed nac'hañ ar galv da votiñ evit kannad an tu kleiz e-kerzh an dilennadegoù prezidantel.

Lod eus izili an UDB, izili ar strollad komunour marksour-leninour "Sklerijenn", Yaouankizoù Penn-a-Raok Breizh ha kevrenn Felger an UDB a c'halv an dud chom hep votiñ evit François Mitterrand, ha chom hep votiñ da vat. Goude-se meur a ezel a voe skarzhet diouzh ar strollad politikel, goude bezañ roet o dilez e miz Ebrel.

1978-1984 : an tu-kleiz o tostaat ouzh ar galloud ; UDB en entremar kemmañ

C'hwitadenn an dilennadegoù evit Bodadenn vroadel Frañs ha dizemglevioù "unvaniezh an tu kleiz" a bouezas war dazont an UDB. Ne greske ket an niver a izili ken.

Santet a raed bremañ e oa digalonekaet lod eus an elektourien.

UDB a lakas war wel neuze, ur strategiezh emren dindan anv " bloc'h araokour breizhat", evit kevreiñ gant un tu kleiz a-du gant ar rannvroelañ.

Met ar raktres mañ a-seblant diaes, rak ar vuhez politikel e Breizh a zo merket mat gant ar PS (parti socialiste). An UDB a gondaone taolioù feulz an FLBivez. An dra-mañ a lakaas meur a zen yaouank da kuitaat UDB, evit ur strollad politikel all eus an tu kleiz, Emgann, e 1980. Ul lodenn eus energiezh ar stourmerien a vo gouestlet da sikour al labour sevenadurel ho kreskiñ, evel Diwan da skouer.

Trec'h ar PS e 1981, a lakaio darn da zilezel ar stourm politikel. Kavout a ra mat UDB an digreizennañ, dilez kreizenn Plogoñv, lamidigezh ar boan a varv, lamidigezh Lez-varn Surentez ar Stad, distaoliadeg ar brizonidi vreizhat. Degaset e voe an traoù-se gant ar PS a gemeras ur pouez brasoc'h brasañ e Breizh. Lakaet e voe UDB en arvar : "l'UDB n'a plus lieu d'être" (N'eus mui ezhomm eus UDB) a lavaras Louis Le Pensec d'ar mare-se Mont a reas lod eus an izili war-zu ar PS, evel Ronan Leprohon. UDB ne ouie mui penaos mont war-raok.

E kendalc'h Naoned e savas a-du gant UDB gant linenn ar "bloc'h araokour". Dont a reas Herri Gourmelen da vezañ mouezh aotreet UDB. Ouzhpenn ar c'hudennoù strategiezh politikel e oa kudennoù arc'hant ivez. Gwerzh ar gelaouenn "Le Peuple Breton" a yae war zigresk, en arvar e seblante bezañ ar gazetenn.

Enkadenn 1984 : disrann Bro-Leon kemmañ

E 1984, da-geñver kendalc'h An Oriant, unan eus rannoù Bro-Leon a grouas ul lusk nevez, evit kevezañ gant an UDB. Anvet e voe "Frankiz Breizh" ha kavet e voe ul lodenn vat anezhe e Brest ha tro-war-dro. Dilennadeg ar burev a zalc'has un hanter-kant bennak hepken, ha meur a ezel a yeas kuit eus an UDB, rak aet e oant skuizh gant ar chikan diabarzh.

1984-1992 : adlañs diaes ha digoradur kemmañ

Goude ma vije aet kuit ul lodenn eus izili Brest, en em adsevel a ra an UDB en ur dostaat d'an Emglev Libr Europa, hag a stroll pemzek strollad politikel rannvroelour. Daoust d'an diaesterioù arc'hant, e kinnig an UDB un tregont ezel bennak en dilennadegoù dre ganton e 1985, dont a ra a-benn da gaout 4.2% eus ar mouezhioù. An disoc'h e Brest a ya evel-just war zigresk.

An dilennadegoù rannvroel e 1986, merket gant un daoubolekadur kreñv, a zo ur c'hwitadenn evit an UDB 1.51% eus ar mouezhioù. Ar strategiezh politikel en em zreiñ neuze, war-zu Europa.

Darempredoù a voe skoulmet gant Plaid Cymru hag e 1987 e kemeras perzh UDB en Emglev Libr Europa. Aozañ a ra ivez ur vodadeg vreizhat enepfaskour hag enepgouenelour gant Ar Re C'hlas, ar PSU, Emgann, an FGA, Ar Falz, Skol an Emsav, le MRAP hag SOS rascisme evit enebiñ diouzh krek ar "Front National".

E 1988, An UDB a souten Pierre Juquin en dro gentañ ha François Mitterrand evit an eil tro, evel-se e vo kreñvaet ho stad politikel en dilennadegoù kêr, ar bloavezh war-lerc'h. Kreskiñ a ra en-dro niver an izili en UDB.

D'an 29 a viz Du 1990 peogwir e oa stourmerien eus Bro-Euskadi, lavaret eus an ETA, deuet da Vreizh, eo bet arrested en e di, ur stourmer eus an UDB, Jean Groix. Eñ a zo bet ivez emelet d'un afer krizh (skrapadenn ha muntr ur plac'hig Natacha Danais), Jean Groix a oa un amezeg. En em lazhañ a ra Jean Groix en toull-bac'h hag eñ digablus en afer ar plac'hig.

E 1992, goude c'hwitadenn an emglev gant Ar Re C'hlas, an UDB a ginnig ul listenn emren gant Emgann (a zaio kuit goude un dizemglev war an dibaboù), ha "POBL". Met dipitus e chom an disoc'hoù (2%), hag e kresk an disfiz evit an emglevioù ho tont.

An darempredoù gant "POBL" a yeas war washaat rak tamm-ha-tamm e tiskouez ar strollad-mañ bezañ eus an tu-dehou.

Evit an dilennadegoù kannad e miz Meurzh 1993 e voe un emglev nevez gant Ar Re C'hlas hag an AREV, an disoc'hoù a yeas eus 1.3% betek 7.4% hervez al lec'hioù.

1994-2004 : ul lañs nevez kemmañ

E kendalc'h Sant-Brieg, e 1994, en tostaas UDB ouzh Frankiz Breizh, o mennozhioù politikel n'int bet morse kontroll. An daou strollad a gemeras perzh d'an 12 a viz Du 1994 e krouidigezh ar c'hevread "Régions et Peuples solidaires". Kemer a raio perzh ivez ar strolladoù politikel okitaneg, "l'Union du Peuple Corse" ha "Eusko Alkartasuna".

Kinnig a ra e dilennadegoù kannad 1997, 22 ezel, an disoc'h a vo d'eus 2.05%. E 1998 e skoulm an UDB emglev gant ar PS met boud e chom an traoù, hag e kinnig an UDB ul listenn emrenn. An disoc'hoù a vo eus 3.04%, gant listennoù rannvroel all zoken.

D'an 10 a viz Eost 1999, un tan-gwall youlek a dag ur stand, hini "les Presses populaires de Bretagne", e-pad festival etrekeltiek en Oriant. Tro 7e abardaez e kreiz ur maread tud, pevar den kuzhet o fenn, o deus taolet alkol ha lakaet da zeviñ ar stand dalc'het gant daou ezel eus an UDB. Anavezet eo bet ar pevar den ha kondaonet int bet gant al Lez-varn en Oriant d'ar 1 a viz Here 2001.

E miz Even 2000, ur pennad-skrid er Peuple Breton" a zispleg un tammig " afer Kever" ha perak eo bet tamallet Gaël Roblin, rener Emgann lakaet kablus en afer mañ. Didamallet e vo benn ar fin Gael Roblin. Dre vouezh Christian Guyonvarc'h, UDB a ziskler e chom traoù amsklaer evit "afer Kever" hag "afer Plevin".

UDB a zo ivez a-enep ar bac'hadurioù da c'hortoz, ar bac'hadurioù e Pariz ha tro-war-dro hag an doare ma ne vez ket graet war dro yec'hed Alan Solé, Paskal Laizé ha Gérard Bernard, stourmerien dizalc'her bac'het.

D'an 29 aviz Ebrel 2000 e tegemeras UDB he zrede karta.

Goude 2001, e kresk niver izili UDB ha gwelout a reer disoc'hoù gwelloc'h e-kerzh an dilennadegoù. E dilennadegoù kêr 2001, e tibab an UDB kemer perzh gant "unvaniezh an tu kleiz" nemet e Sarzhav, Gwengamp, Redon, Lannuon ha Sant-Nazer. An disoc'hoù a voe eus 6.02% e Sant-Nazer betek 13.7% e Gwengamp. Izili eus UDB a voe war listenn Christian Troadec, dilennet maer Karaez. Ar berzh-mañ a lak an UDB da soñjal en ul listenn dizalc'h renet gant Christian Troadec evit an dilennadegoù rannvro e 2004.

2004-2014 : Stabiladur ? kemmañ

E-touez Ar Re C'hlas e savas ar brasañ niver a-du gant un emglev gant UDB evit an dilennadegoù rannvro. Skoulmet e voe buan an emglev etre ar berzhidi : un drederenn eus ar plasoù a yeas da UDB gant unan e-penn al listenn. Kristian Troadeg a ooa war al listenn ivez. 9,7% eus ar mouezhioù a yeas gant la listenn en dro gentañ. Skoulmet e voe emglev gant listenn Jean-Yves Le Drian en eil tro ha tri UDB a voe dilennet er C'huzul rannvro.

Dindan levezon dilennidi ar re C'hlas hag UDB e pledas ar C'huzul rannvro gant danvezioù evel ar brezhoneg hag an diorren padus. Skoulmet e voe darempredoù gant Bro-Gembre

Kendalc'h miz Du 2004 a voe hini ar daou-ugent vloaz. Kemmet e voe un tamm sell ar mediaoù...

Evit referendom miz Mae 2005, o deus lod eus an izili votet "nann", a-enep d'ar c'hinnig ar muiañ-niver en UDB hag a c'halve da votiñ "ya" evit ar vonreizh european.

Evit an dilennadegoù evit prezidant ar Republik e 2007, e c'halvas UDB da votiñ Voynet. Met pell e chomas Dominique Voynet, e Breizh zoken, eus disoc'hoù Noël Mamère pemp bloaz a-raok. Lakaet e voe 16 den war ar renk evit an dilennadegoù kannaded, gant ur geidenn a 2,66%. E touez ar c'hwezek e voe ar skoazell roet da gChristian Troadec (12,41%) e Penn-ar-Bed ha da Nelly Fruchard (4,25%) er Mor-Bihan.

E miz Kerzu 2007 e teu Frankiz Breizh en UDB, echu eo gant 23 bloaz a enebadur[1].

Evit an dilennadegoù kanton e Meurzh 2008, daou eus an danvez-dilennad o deus bet a-us da 10 %, en o-zouez Richard Gironnay gant 18,49% e Kanton Ploue

E 2009 e oa an UDB war listennoù Europe Écologie kaset gant Yannick Jadot evit an dilennadegoù european e pastell-vro ar C'hornôg.

D'ar 26 a viz Gwengolo, e Pondi, o deus dibabet izili an UDB mont gant Europe Écologie evit sevel ul listenn a-gevret evit an dilennadegoù rannvro (ar c'hinnig-se a zo bet dibabet gant 57 % eus ar voterien). Ar palioù a oa, evit an dilennadeg-se, e chomfe rannvro Breizh a gleiz, lakaat war-wel al liamm a zo etre emrenerezh hag ekologiezh, ha kaout ur plas bras a-walc'h er vodadenn nevez. Gant al listenn Europa Ekologiezh Breizh, kaset gant Guy Hascoët, ez eus bet rastellet 12,21% eus ar mouezhioù d'ar c'hentañ tro. En abeg un dizemglev etrezo ha listenn Jean-Yves Le Drian e tibabas Europa Ekologiezh Breizh mont e unan en eil tro, a-enep d'emañ ziwezhañ ha da listenn Bernadette Malgorn (tu dehou). Dastumm a reont 17,37% eus ar mouezhioù, da lavaret eo 11 sez er rannvro (kement hag a-raok), en o zouez 4 evit an UDB.

Aozadur kemmañ

An UDB a zo aozet e rannoù disheñvel, dasparzhet e 7 kevread: Penn-ar-Bed, Treger-Goeloù, ar Morbihan, Rañs-Pentevr, il-ha-Gwilen, al Liger-atlantel ha Divroerezh. Renet eo ar strollad gant ur burev politikel ennañ 14 ezel dilennet bep eil bloaz ha gant 14 dileuriad kevredel.

Ar c'hevreadoù a zilenn ur burev kevread, eno un den kirieg, un eil dileuriad, ur sekretour, un teñzorer, un dileuriad evit ar darempred, hag unan all evit an aferioù diavaez. An den kirieg hag an eil dileuriad a rank bezañ ivez er burev politikel.

Dilennadegoù kemmañ

Dilennadegoù evit ar c'huzulioù-kêr kemmañ

E 1965 ne oa ket kreñv a-walc'h ar strollad evit lakaat kalz tud war ar renk. Koulskoude e voe dilennet ur c'huzulier-kêr er Gelveneg war ul listenn unvaniezh an tu-kleiz renet gant komunourien : Jean-Paul Le Berre.

E dilennadegoù darnel (evit daou sez) an Alre e miz C'hwevrer 1970 e kavjod ul listenn UDB ("Liste de défense des intérêts populaires"). Octave Quigna (Sten Kidna) en doe 12,28% eus ar mouezhioù ha Pierre Le Grill (10,70%. Ne voe dilennet hini ebet met diskouezet e voe e oa eus ar strollad.

E miz Meurzh 1971 e lakaas ar strollad tud war ar renk e 7 kumun. Pe war listennoù unvaniezh an tu-kleiz pe gant un darn eus an tu-kleiz (PC ha PSU e Gwened, PC ha CIR e Kemper, PS e Gwengamp) pe e-unan (Brest). Joël Guegan a voe dilennet en Oriant ha tapout a reas al listenn UDB 4,87% e Brest (15% evit ar PC hag 11,54% evit ar PS).

Evit dilennadegoù miz Meurzh 1977 ne voe ket aes skoulmañ darempredoù gant strolladoù an tu-kleiz gall bepred. Dont a reas a-benn UDB da lakaat ur c'hant bennak a dud war ar renk e 68 kumun er pemp departamant. E Lannarstêr e voe rediet ar strollad da sevel ul listenn 27 a dud e-unan (5,56% eus ar mouezhioù). Er Fouilhez goude ma vije bet nac'het dezho ur plas war listenn an tu-kleiz ez eas div blac'h o-unan war ar renk (47,6% ha 36,3% eus ar mouezhioù). 35 dilennad en holl : unan e Athis-Mons en Essonne (Jacques David)..., 3 e Brest, 2 e Roazhon hag en Oriant, unan e Naoned, sant-Nazer ha Sant-Maloù hag en un toullad kêrioù bihanoc'h pe kumunioù diwar ar maez (91,% eus ar mouezhioù e Koñfort-Berc'hed).

E 1978 e voe krouet an AEMB (Association des élus municipaux bretons). Dont a reas da vezañ Kevredigezh dilennidi araokour Breizh (Association des élus progressistes de Bretagne) e miz Mezheven 2008 gant Georges Cadiou evel prezidant kentañ.

E 1983 ouzhpenn 130 a dud war ar renk, peurliesañ war listennoù unvaniezh an tu-kleiz estreget e Gwidel (8,00%), Gwengamp (4,85%), Lesneven (20,5% ; un dilennad), Plouvagor) (6,06%) ha Loktudi) (14,00% ; un dilennad). 80 a zilennidi en ur 60 parrez bennak. Daou vaer.

E 1989 en diavaez eus Douarnenez, an Oriant ha Gras-Gwengamp ma savas listennoù gant ar PSU (14,07% ha 16,49% ; 2 dilennad), ar re C'hlas (15,11% ha 20,43% ; 2 dilennad) pe an tu-kleiz breizhat (dilennad ebet), e kemeras perzh UDB e listennoù "unvaniezh an tu-kleiz" e kalzik kumunioù. Fañch Peru, maer Koñfort-Berc'hed hag Iffig Rémond, maer Sant-Hern a zastumas kalz mouezhioù (87% ha 61,4%). Ne voe kollet nemet un dek sez bennak ma keñverier gant dilennadegoù 1983. Yvon Abiven, bet kuzulier UDB, kuitaet gantañ ar strollad met chomet tost a sachas 71,8% eus ar mouezhioù e Sant-Tegoneg hag a voe dilennet maer.

Ne voe ket posupl lakaat kement a dud war ar renk e 1995. Diaes e voe skoulmañ emglev gant ar PS hag ar PCF alies. Skoulmañ a reas UDB emglevioù gant an ekologourien (re C'hlas pe Alternative rouge et verte-AREV) e Gwened, Pempoull ha Plerin (PCF-UDB-AREV : 26% eus ar mouezhioù er c'hentañ tro, un dilennad UDB). Adsavet e voe ar GRIL (Groupe de réflexion et d'initiatives locales) e Douarnenez (16,85% eus ar mouezhioù er c'hentañ tro). Trec'h e voe listenn UDB-AREV e Pempoull (36% eus ar mouezhioù er c'hentañ tro pa voe 25% gant al listenn PS-PCF ; 53% en eil tro, 2 dilennad UDB). Goude an dilennadegoù e lavaras UDB e oa bet dilennet 93 a dud en hec'h anv (o kontañ tud "tost eus UDB" marteze). E 2001 ne oa kaoz nemet eus 71 dilennad oc'h echuiñ o frantad...

E 2001 daoust ma chom "unvaniezh an tu-kleiz" pal UDB, e tostaas meur a lec'h eus ar re C'hlas pe eus nerzhioù araokour all o klask stourm ouzh beli ar PS (e Karaez gant Christian Troadec da skouer, e Gwened, Sant-Nazer, Redon, Sarzhav, Gwengamp, Lannuon, Pempoull, Ploufragan... E Lannarstêr e voe UDB gant ar PS hag ar PCF war ul listenn enep unan "a-gleiz ha Re C'hlas" skoazellet gant ar c'hannad PS Jean-Yves Le Drian... Lavarout a reas UDB e voe 88 ezel dilennet goude an eil tro. E gwirionez ne voe nemet 65 ezel gwirion. 78 dilennad a emezelas e Kevredigezh an dilennidi-kêr breizhat goude an dilennadegoù koulskoude. Koll a reas ar strollad an daou vaer a oa ezel (hini Sant-Hern hag hini Koñfort-Berc'hed) met kalz a listennoù "tu-kleiz disheñvel" gant UDBiz a dapas muioc'h eget 5% eus ar mouezhioù (13 dilennad en holl en degouezh-se, 3 e Karaez)...

Dilennadegoù evit ar c'huzul rannvro kemmañ

Dilennadegoù ar 16 a viz Meurzh 1986, emglev gant ar PSU hag an LCR peurgetket (Kemper Breizh-Convergence Bretonne). 1,5% a geidenn.

E dilennadegoù rannvroel 2004, an UDB a genlabouras gant Ar Re C'hlas evit an dro gentañ (9,7% eus a rmouezhioù) ha gant an tu-kleiz a-bezh evit an eil tro. Evel-se ez eus bet tri den dilennet e Kuzul Rannvro Breizh (Mona Bras, Naig Gars, Christian Guyonvarc'h). Dont a reas Christian Guyonvarc'h da vezañ besprezidant karget eus an aferioù europat.

E 2010 goude ur c'henlabour gant Ar Re C'hlas (12,2% er c'hentañ tro), hep na vije savet emglev gant ar PS en eil tro (17,3%), e voe dilennet pevar UDB er C'huzul rannvro : Herri Gourmelen, Mona Bras, Christian Guyonvarc'h ha Naig Gars. Goude ma tivizas UDB votiñ ar budjed e 2012 ha bezañ er brasañ niver e teuas Christian Guyonvarc'h da vezañ Daneveller ar Budjed.

E 2015 e voe savet ul listenn gant UDB, MBP (strollad Kristian Troadeg) ha Daniel Cueff, "Breizh Evel-Just" da anv dezhi. 6,73% eus ar mouezhioù a voe.

Dilennadegoù evit Bodadenn Vroadel Frañs kemmañ

1973 5 den war a renk (2 e Penn-ar-Bed ; 1 en Il-ha-Gwilen ; 1 e Liger-Atlantel hag 1 er Mor-Bihan). 1,8% a geidenn.

1978 15 den war ar renk ( 3 e Aodoù-an-Arvor ; 7 e Penn-ar-Bed ; 1 en Il-ha-Gwilen ; 2 e Liger-Atlantel ; 2 er Mor-Bihan). 2,06% a geidenn.

1981 Emglev gant ar PSU. E pastell-vro Douarnenez e yeas Pascal Boccou (PSU) war ar renk gant un eiler UDB (Herve Latimier). 15 UDB war ar renk. 2,15% a geidenn

1986, ul listenn er Mor-bihan nemetken, 1,2% eus ar mouezhioù.

1988 den ebet war ar renk.

1993 Dilennadegoù an 21 hag an 28 a viz Meurzh : 7 den war ar renk ; 2,57% a geidenn

1997 22 den war ar renk (3 en Aodoù-an-Arvor ; 3 e Penn-ar-Bed ; 3 e Il-ha-Gwilen ; 7 e Liger -Atlantel ; 6 er Mor-Bihan) ; 2% a geidenn.

2002 tud war ar renk e pe lec'h e Breizh (34 den) nemet e 9vet pastell-vro Liger-Atlantel ha 3e hini ar Mor-Bihan. 1,56% a geidenn.

2007 16 den war a renk.( 2 en Aodoù-an-Arvor ; 3 e Penn-ar-Bed ; 2 en Il-ha-Gwilen ; 6 e Liger-Atlantel ; 3 er Mor-Bihan) ; 2,66% a geidenn.

E 2012 e voe dilennet ur c'hannad emrener evit ar wech kentañ e pevare pastell-vro ar Mor-Bihan (Ploermael) a-drugarez d'an emglevioù PS-ELVV-R&PS (26,14% er c'hentañ tro, 52,56% en eil). Tost-kaer eus UDB ez eo Paul Molac ezel eus bodad kannaded ar Re C'hlas er Vodadenn Vroadel. 10 den a oa bet war ar renk evit UDB (2 en Aodoù-an-Arvor, 2 e Penn-ar-Bed ; 2 en Il-ha-Gwilen ; 2 e Liger-Atlantel ha 2 er Mor-Bihan); 4,75% a geidenn.

E 2017 e voe lakaet tud war ar renk e anv "Breizh Evel-Just" e pep lec'h e Breizh, pe dost.Ne oa ket Paol Molac ezel us UDB ken.

Karta "Ya d’ar brezhoneg" kemmañ

D'an 11 a viz Kerzu 2009 eo bet sinet ar Garta Ya d’ar brezhoneg etre Unvaniezh Demokratel Breizh hag Ofis ar Brezhoneg. Divizet eo bet gant UDB sinañ evit klask seveniñ 24 obererezh e brezhoneg.

Notennoù ha daveiñ kemmañ

  1. Les Bonnets rouges, p. 1, numéro 29, mars 2008


Stagadennoù kemmañ

Levrlennadur kemmañ

Ha dastumadeg Le Peuple breton / Pobl Vreizh, kazetenn UDB abaoe 1964 (niverenn 576 e miz Genver 2012).

Gwelet ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Strolladoù politikel e Breizh
Dileuridi e Parlamant Europa (3 diwar 732):

Strollad Sokialour (PS) (SSE, 2) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (SPE, 1)

Dileuridi e Kambr ar gannaded (36 diwar 577) :

Strollad Sokialour (PS) (19) · Ar Re C'hlas (1) · MoDem (1) · Kreiz Nevez (NC) (1) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (14)

Dileuridi er Sened (18 diwar 331):

Strollad Komunour Gall (PCF) (1) · Luskad Republikan ha Keodedour (MRC) (1) · Strollad Sokialour (PS) (6) · Unvaniezh evit an Demokratelezh C'hall (UDF) (3) | Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (7)

Dileuridi e Kuzul Rannvroel Breizh (83):

Strollad Komunour Gall (PCF) (4) · Rannvroelourien (3) · Strollad Sokialour (PS) ha tud nes (33 + 10) · PRG (3) · Les Républicains (LR) (12) · Kreiz (UDI, MoDem) (6) · Rassemblement National (12)

Dileuridi breizhat e Kuzul Rannvroel Broioù al Liger (35 diwar 93)

Europe Écologie (Ar Re C'hlas (4) · Strollad Sokialour (PS) (6+2) · Les Républicains (LR) (10+2) · Kreiz (UDI, MoDem) (7) · Rassemblement National (4)

Dileuridi er c'huzulioù meur breizhat (258):

Strollad Komunour Gall (PCF) (8) · Strollad Sokialour (PS) (121) · Strollad Radikal an Tu-kleiz (PRG) (3) · A-bep seurt, tu-kleiz (21) · Unvaniezh evit an Demokratelezh C'hall (UDF) (21) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (37) · A-bep seurt, tu-dehou (43) · Hep liv politikel (5)

Strolladoù broadelour breizhat:

CBIL · Emgann · Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB) · Frankiz Breizh (steuziet) · Breizh Europa · Strollad Breizh · POBL · Adsav

Strolladoù bihan all a vez kavet e Breizh:

Anarkour : Kevredad Anarkour (FA) · Alternativenn diveliour (AL) · Tu-kleiz pellañ : Kevredad Komunour Dispac'helour (LCR) · Stourm Micherour (LO) · Strollad al Labourerien (PT) · Ekologour : Cap 21 · Luskad ekologour dizalc'h (MEI) · Remziad ekologiezh · An Alternatived · Tu-dehou pellañ : Luskad Evit Frañs (MPF) · A bep seurt : Chase, Pesketa, Natur hag Hengounioù (CPNT)