Urszula Mayerin, ganet war-dro 1570 e Bavaria, marvet e 1635 e Varsovia, e palez ar roue, a oa un Alamanez e lez roue Pologn, serc'h d'ar roue Sigismund III Vasa, hag ur bolitikourez a bouez.

Poltred Urszula Mayerin, a greder.

Hec'h anv kemmañ

He gwir anv e oa Gienger (Gienger von Grünbüchl)[1] met pa sine e skrive Urszula Meyerin, ha meierin a dalvez kement ha kambrelanez .

He buhez kemmañ

Noblañsed paour eus Bavaria e oa he zud, eus kichen München. War-dro 1580 e teuas da chom da gêr Graz, en Aostria. Un toullad bloavezhioù goude e voe dibabet gant Maria Anna Bavaria (1551–1608), arc'hdugez Aostria, da vezañ serc'h he mab-kaer Sigismund III Vasa. E 1592 e oa e lez Pologn gant ar rouanez Anna Aostria evel kambrelanez, mayerin en alamaneg. Deskiñ a reas poloneg.

Kambrelanez kemmañ

 
Ar priñs yaouank Władysław wd 1605.
 
Konstanza Aostria, pried ar roue war-lerc'h he c'hoar.
 
Konstanza Aostria hag he mamm Marie-Anne de Bavière o tegouezhout e kêr Cracovie wd 1605.

Deol e oa Urzsula, ha selaouet e veze gant ar roue hag ar rouanez. Poloneg a zeskas, met daoust da se ne veze ket karet el lez gant ar re a gave e oa re vras he levezon. Lakaat a reas envel he mignoned d'ar c'hargoù uhelañ . Lesanvet e veze serc'h ar roue , ministrez en brozh , pe bigotez jezuit. Sekretour ar Roue Jan Szczęsny Herburt (en), a lavare kourtizanez hudur anezhi.

Gouarnerez bugale ar rouaned e oa ha dindani e oa klañvdiourezed ar vugale ha ne garent ket anezhi, dreist-holl an itron Forbes, ur brotestantez skosat a rae war-dro ar priñs yaouank Władysław

Pa varvas ar rouanez Anna en 1598 ec'h eas kuit itronezed alaman al lez, Urszula Mayerin avat a chomas e Pologn. War a seblant e oa tomm ouzh ar roue hag ouzh ar priñs Władysław. He lizhiri d'ar priñs a vez komprenet a-wechoù evel lizhiri karantez.

Pa addimezas Sigismund 1605 da g-Konstanza Aostria, c'hoar d'e gentañ pried ha 15 yaouankoc'h egeti, eo Urszula a reas war-dro ar rouanez nevez hag he frealzas. Beajiñ a rae e karroñs ar rouanez, debriñ ouzh he zaol, merañ teñzor al lez, ha kemer perzh e breudoù ar roue en e gichen. Mayerin a rae brav da vugale ar roue hag a gomze poloneg oute, pa ne gomze o mamm nemet alamaneg. Ne zimezas ket ha nac'h a reas betek ouzh he mignon bras an dug Albrycht Stanisław Radziwiłł (en)).

Ne oa ket dispignerez,ha peurvuiañ e veze gwisket en du, en ur sae spagnol. Kenskrivañ a rae gant an Impalaer Ferdinand II an Impalaeriezh Santel ha gant ar pab.

A-hed bloavezh diwezhañ e ren e veze klañv Sigismond alies hag Urszula, deuet da vout e Pologn evel dug Lerme e Spagn, a rae war-dro an aferioù evitañ. Sinañ a rae dihelloù ofisiel ar stad e-lec'h ar roue ha degemer kannaded ar broioù estren .

Goude he marv kemmañ

Mervel a reas en 1635, e palez Varsovia, ha beziet e voe en Iliz ar Jezuited e-pad un obidoù war an ton bras, par da re ur rouanez.

Freuzet e voe he bez gant soudarded Sveden hag Alamagn er bloavezhioù 1650. Distrujet e voe he foltredoù, darn graet gant arzourien evel Pieter Soutman pe Christian Melich, e-pad ma veze skrap-diskrap e kastell Varsovia da vare ar Potop.


War he lerc'h kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Kelaouenn Istor trimiziek (Kwartalnik historyczny), levrenn 12, Ensavadur Istor Pologn, Akademiezh Nauk (Instytut Historii, Polska Akademia Nauk), 1898

Pennadoù kar kemmañ