Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Un utopia (/y'tɔ:pja/) zo ur gumuniezh pe ur gevredigezh dezhi perzhioù mil c'hoantabl pe dreist-meurbet. Ar ger gresianek a voe ijinet gand Thomas More evit e levr latin Utopia e 1516, ma taolennas ur gevredigezh eneziz espar er Meurvor Atlantel.

Koadengravadur evit embannadur Utopia e 1516

Orin ha talvoudegezh kemmañ

Utopia eo titl ul levr bet skrivet gant Thomas More e 1516. El levr-mañ e vez diskrivet ul lec'h peurvat – Enez Utopia – ma vev eürus ha laouen an holl.
Berzh bras a reas al levr e Frañs hag en Europa er XVIIvet kantved hag en XVIIIvet kantved.

Abaoe e vez implijet ar ger "utopiezh" evit ober anv eus ur mod da c'houarn an dud a rofe da bep hini peadra da vevañ eürus.

Dre m'en doa c'hoant da sevel ur ger nevez en deus Thomas More staget daou c'her a oa e gresianeg : οὐ , "kontrol / n'eus ket anezhañ" ha τοπος topos, "al lec'h" / "ar blasenn". Kement hag al lec'h ha n'eus ket anezhañ e talv où-topos "utopia" neuze.

Dre ma ne oa ket anezhañ e latin eo bet implijet e-giz-se : Utopia. Ur ger "amprestet" pe "laeret" eo neuze. E 1991 eo bet troet Utopia e brezhoneg gant Fañch Morvannou, ha deuet eo war wel ar gerioù "utopiezh" hag "utopienn". Ur ger "amprestet" pe "laeret" ha "brezhonekaet" eo neuze.

Liammoù diavaez kemmañ