Valentinian III (419 – 455) a voe impalaer roman ar C'hornôg eus 424 da 455.

Valentinian III
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHenroma Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denFlavius Placidius Valentinianus Kemmañ
Titl noblañsImpalaer Kemmañ
CognomenValentinianus Kemmañ
Deiziad ganedigezh2 Gou 419 Kemmañ
Lec'h ganedigezhRavenna Kemmañ
Deiziad ar marv16 Meu 455 Kemmañ
Lec'h ar marvRoma Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
TadConstantius III Kemmañ
MammGalla Placidia Kemmañ
Breur pe c'hoarJusta Grata Honoria Kemmañ
PriedLicinia Eudoxia Kemmañ
BugelPlacidia, Eudocia Kemmañ
FamilhTierniezh Teodosius Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetlatin Kemmañ
Michermonark, politiker Kemmañ
KargWestern Roman emperor, senedour roman Kemmañ
PrantadImpalaeriezh roman Kemmañ

E vuhez kemmañ

Mab e oa da Constantius III, a voe anvet da Impalaer roman ar C'hornôg en 421, a-gevret gant Honorius (395-423) . E vamm, Galla Placidia (388-450), a oa merc'h da Theodosius Iañ (379-395), impalaer roman ar reter. Ur c'hoar en doa, Honoria.

Valentinian III kemmañ

Pa varvas Honorius en miz Eost 423 edo Galla Placidia hag he bugale e Constantinopolis e lez Theodosius II. Diaes e voe anvidigezh an impalaer nevez. En Kerzu 423 e voe anvet gant Sened Roma un impalaer nevez, Yann e anv. Valentinian a voe anvet da Caesar d'an 23 a viz Here 424 ; un tamm brezel a voe en Italia da gas kuit ar Yann-se, ha setu anvet Valentinian da impalaer d'an 23 a viz Here 425, hag eñ c'hwec'h vloaz.

Karget e voe e vamm, Galla Placidia, da ren evel rejantez, hag a-bouez e voe he ren, a badas betek he marv en 450.

Eured kemmañ

En miz Here 437 e timezas e Kergustentin d'e geniterv Licinia Eudoxia, merc'h da Theodosius II . Ne zistroas da Ravenna, kêrbenn impalaeriezh ar C'hornôg abaoe ren Honorius, nemet en nevezamzer 438, goude tremen ar goañvezh e Thessalonika. Div verc'h o doe : Eudocia ha Placidia.