Valeria pe Valeria Messala, merc'h da Marcus Valerius Messalla Niger, ha c'hoar da Marcus Valerius Messalla Rufus a voe konsul e 53 kent JK, a oa pevare pried an diktatour roman Sulla.

Sachet e voe evezh Sulla warni er c'hoariva, ha dimeziñ a reas dezhi war-dro diwezh e vuhez. Pa zilezas-eñ ar vuhez politikel da vont d'en em dennañ da greisteiz Italia ez eas Valeria gantañ. Dougerez e oa-hi pa varvas he fried e 78 kent JK. Ur verc'h he doe, anvet Cornelia Postuma.

Arvar kemmañ

Ploutarc'hos a lavar e oa c'hoar da Quintus Hortensius, met ur fazi eo, dleet marteze da anv ar Valerius Messala a zimezas da c'hoar Hortensius[1].

Levrlennadur kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Plut. Sutt. 35, 37; Drumann, Geschichte Roms, vol. ii. p. 508. (cited in Smith)

Pennadoù kar kemmañ